13. Pérâk n’em eûz-mé két sélaouet mouéz ar ré a zeské ac’hanoun, ha n’em eûz-mé két rôet skouarn d’am mistri ?
14. Dem-zoubet ounn bét é pép drouk, é-kreiz ar strollad hag ar bagad-tûd.
15. Év dour eûz da bun̄s da unan, hag eûz a c’houériou da feun̄teun :
16. Ra darzô er-méaz gouériou da feun̄teun ; laka da rédek da zouréier el leûriou-kéar.
17. Ra vézin̄t d’id da-unan, ha n’hô défet két ann diavésidi hô lôd enn-hô.
18. Ra vézô benniget da feun̄teun, hag en em laouéna gan̄t grég da iaouan̄ktiz :
19. Bézet ével eunn heizez karet-meûrbéd, ével eur c’harvik karet-brâz. Ra vézi bépréd gan̄t hé bronnou ; ha ra vézô hé c’haran̄tez da zudi é péb amzer.
20. Pérak, va mâb, é vézi-dé touellet gan̄d eur c’hrég a-ziavéaz hag éz î-dé d’en em domma war askré eunn all ?
21. Ann Aotrou a zell oud hen̄chou ann dén ; gwélout a râ hé holl gamméjou.
22. Ann dén fallagr a zô paket enn hé fallagriez hé unan, ha gan̄d éréou hé béc’héjou eo éréet.
23. Hén̄ a varvô, ô véza n’en deûz két digéméret ar c’hélen, hag é vézô touellet gan̄d hé follen̄tez vrâz.
1. Va mâb, ma éc’h eûz krétéet évid da viñoun ; ma éc’h eûz ton̄ket é dourn eunn diavésiad,
2. Oud en em lékéat er rouéjou gan̄t geriou da c’hénou, hag oud paket gan̄d da lavariou da-unan.
3. Grâ éta, va mâb, ar péz a lavarann, hag en em zieûb da-unan ; râg kouézet out étré daouarn da nésa. Réd a bép tû, hast affô, ha dihun da viñoun.
4. Arabad eo d’id lézel da zaoulagad da gousket ; divored malvennou da zaoulagad (T).
5. Tec’h ével eunn iourc’h eûz a zourn ar gwénaer, hag ével eul labouz eûz a zourn al labouséter.
6. Kéa étrézég ar veriénen, ô dén lézirek, hag évesa oud hé hen̄chou, ha desk ar furnez ;
7. Pétrâ-bennâg n’é deûs-hi na dûg, na kélenner, na prin̄s,
8. É tastum hé boéd a-zoug ann han̄v, hag é tastum é maré ar médérez péadrâ da zibri.
9. Bété pégeit, dén lézirek, é kouski-dé ? Peûr é tihuni-dé eûz da gousk ?
10. Eunn nébeût é kouski, eunn nébeût é vôrédi, eunn nébeût é likii da zaouarn ann eil enn égilé, évit diskuiza ;
11. Hag ann davan̄tégez a zeûio war-n-oud ével eur c’herzer, hag ar baouren̄tez ével eunn dén armet. Hôgen mar d-oud akétuz, ével eur feun̄teun, é vézô founnuz da éost, hag ann davan̄tégez a dec’hô pell diouz-id.
12. Ann dén difeiz, a zô eunn dén didalvez ; gan̄d eur génou fallagr éz â.
13. Arouésiou a ra gan̄d hé zaoulagad, skei a râ gan̄d he droad, komza a ra gan̄d hé viziad.
14. Gan̄d eur gwall galoun éc’h aoz ann drouk, hag é péb amzer éc’h hâd ar strivou.
15. Enn-eunn-taol éz ai da goll (T), râk-tâl é vézô brévet, ha na gavô louzou é-béd oc’h hé boan.
16. C’houéac’h trâ zô hag a gasa ann Aotrou, hag eur seizved a argarz hé éné.
17. Daoulagad balc’h, ann téôd gaouiad, daouarn a skûḻ goad dinam,
18. Ar galoun a aoz gwall vénosiou, ann treid skan̄v évit rédek étrézég ann drouk,
19. Ann tést fall a lavar gévier, hag ann hini a hâd strivou é-touez hé vreûdeûr.
20. Mir, va mâb, kéntéliou da dâd, ha na zilez két lézen da vamm.
21. Da1c’h-hi bépréd enn da galoun, ha doug-hi enn-drô d’as kouzouk.
22. Pa valéez, ra gerzin̄t gan-éz ; pa gouskez, ra ziwallin̄t ac’hanod ; pa vézi dihun, komz out-hô.