eur zaez ; ével m’az afé buan eul labouz étrézég ar rouéjou, hép gouzout pénaoz é réd d’ar marô.
24. Bréma éta, va mâb, sélaou ac’hanoun, ha laka évez out geriou va génou.
25. Na vézet két tennet da galoun enn hé hen̄chou, ha na fazi két eun hé raven̄chou.
26. Râg eul lôd brâz a dûd a zô bét glazet ha diskaret gan̄t-hi ; hag ar ré gréva é deûz lazet.
27. Hen̄t ann ifern eo hé zî ; bété dounder ar marô éz â.
1. Ha na c’harm két ar furnez, ha na rô két ar poell hé vouéz ?
2. Éma a héd ann hen̄t war lein al lec’hiou ar ré uc’héla ; é-kreiz ar raven̄chou en em zalc’h ;
3. War-harz persier kéar, é-tâl ann ôriou é komz, ô lavarout :
4. O tûd, étrézég enn-hoc’h é c’harmann, étrézé bugalé ann dûd éz â va mouéz.
5. C’houi, tûd diboell, deskit ar gwénded, ha c’houi, tûd diskian̄t, likid évez.
6. Sélaouit, râg eûz a draou brâz é komzinn ; ha va muzellou a zigorô évit rei da anaout traou éeun.
7. Va génou a boelladô ar wirionez, ha va muzellou a argarzô ann dén fallagr.
8. Reiz eo va holl gomziou ; n’eûz enn-hô nétra a vé drouk na saotret (T).
9. Eeun in̄t évid ar ré a zô poellek, ha reiz évit ar ré hô deûz kavet ar wiziégez.
10. Digémérit va c’hélen, ha nann ann arc’han̄t ; dilennit ken̄toc’h ar gélennadurez égéd ann dour.
11. Râg gwell eo ar furnez égéd ann traou ar ré dalvoudusa : ha kémen̄d a c’hoan̄taeur na hell két béza lékéat keit hag hi.
12. Mé zô ar furnez, hag é choumann er c’huzul, hag en em gavann é-kreiz ar ménosiou skian̄tuz.
13. Doujan̄s ann Aotrou é deûz kas oc’h ann drouk ; mé a argarz ar rogoni, hag ar balc’hder, hag ann hen̄t saotr, hag ann téôd daou-lavar.
11. Enn-oun éma ar c’huzul hag ann éeunder, enn-oun éma ar poell hag ann nerz.
15. Dré-z-oun eo é rén ar rouéed, hag é rô al lézennerien lézennou reiz.
16. Dré-z-oun é c’hourc’hémenn ar brin̄sed, hag é varn ar ré c’halloudek.
17. Mé a gâr ar ré am c’hâr ; hag ar ré a veḻ diouc’h ar min̄tin évit va c’hlaskout, am c’havô.
18. Gan-én̄ éma ar madou hag ar c’hloar, ar meûrded, hag ar reizded.
19. Râg gwell eo va frouez égéd aour ha mein talvouduz-brâz ; hag ar péz a zeû ac’hanoun, égéd arc’han̄t ar glana.
20. É hen̄chou ar reizded é valéann, é-kreiz raven̄chou ar varn ;
21. Évit pinvidikaat ar ré am c’hâr, hag évit leûnia hô zen̄zoriou.
22. Ann Aotrou en deûz bét ac’hanoun é derou hé hen̄chou, abarz ma réaz nétrâ er penn-ken̄ta.
23. A-viskoaz ounn bét lékéat, adalek ann derou, abarz na oé gréat ann douar.
24. N’édÔ két c’hoaz ar poullou-brâz, ha mé a oa en̄géhen̄tet ; né oa két c’hoaz tarzet ar feun̄teuniou dour.
25. Né oa két c’hoaz gréat ar ménésiou pounner ; abarz ar c’hrec’hiennou é oann ganet.
26. N’en dôa két c’hoaz gréat ann douar, nag ar steriou, nag aéliou ar béd.
27. Pa aozé ann én̄vou, édounn énô ; pa lékéa eur c’helc’h war-drô d’ar poullou-doun, ha pa rôé eul lézen d’ézhô :
28. Pa startéé ann éar a-ziouc’h, ha pa lékéa da véza kévatal ar feun̄teuniou dour :
29. Pa zerré ar môr enn hé véven, ha pa lékéa eul lézen d’ann douréier, évit n’az ajen̄t két ébiou d’hô harzou ; pa lékéa diazézou ann douar :
30. Gan̄t-han̄ édounn ô reiza pép-trâ ; édounn enn dudi bemdez, hag