Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/776

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
742
levr ar c’hrenn-lavariou.

9. Ann dén paour en deûz a-walc’h gan̄t ar pez en deûz, a zô gwelloc’h (T), éged eur fougéer ha n’en deûz két a vara.

10. Ann dén reiz a laka hé bréder é buez hé loéned ; hôgen kaloun ar ré fallagr a zo kriz.

11. Néb a labour hé zouar, en dévézô hé walc’h a vara ; hôgen néb a gâr al lézirégez, a zô diskian̄t-brâz.

Néb a drémen hé amzer oc’h éva gwin gan̄d dudi, a lez ar vézégez enn hé diégez.

12. Ioul ann dén fallagr eo en em harpa war ar gwall zûd ; hôgen grisien ar ré reiz a éginô mui-oc’h-vui.

13. Enn abek da béc’héjou hé vuzellou é vézô dispennet ann dén fallagr ; hôgen ann dén reiz a dec’ho diouc’h ann an̄ken.

14. Hervez frouez hé c’hénou é vézô leûniet pép-hini a vadou, hag hervez ôberiou hé zaouarn é vézô rôet d’ézhan̄.

15. Hen̄t ann dén diskian̄t a zô éeun dirâg hé zaoulagad hé-unan ; hôgen ann hini a zô fûr, a zélaou ann aliou.

16. Ann dén diboell a ziskouéz râk-tal hé vuanégez ; hôgen néb a gûz ann dismégan̄s, a zô eunn dén gwén.

17. Néb a lavar ar péz a oar a zô eunn tést reiz ; hôgen néb a lavar gévier, a zô eunn tést gaou.

18. Lôd a rô hô gér, hag a zô toullet gan̄d hô c’houstian̄s ével gan̄d eur c’hlézé ; hôgen téôd ar ré fûr a zô iéc’hed.

19. Muzel ar wirionez a vézô stard da-vikenn ; hôgen ann tést téar a aoz eunnn téôd a c’hevier.

20. Ann touellérez a zô é kaloun ar ré a venn drouk ; hôgen ar ré n’hô deûz néméd aliou a béoc’h, a vézô el lévénez.

21. Pétrâ-bennâg a c’hoarvézô gan̄d ann dén reiz, na vézô két doaniet ; hôgen ar ré fallagr a vézô leûn a rec’h.

22. Ar muzellou gaouiad a zô argarzuz d’ann Aotrou ; hôgen ar ré a ia gan̄t féalded, a zô hétuz d’ézhan̄.

23. Ann dén fûr a gûz hé wiziégez ; ha kaloun ar ré ziskian̄t a ziskouéz hô diboell.

24. Dourn ar ré gré a aotrouniô ; hôgen ann dourn laosk a vézô aotrouniet.

25. Doan é kaloun eunn dén a vuélaiô anézhan̄, hag eur gér mâd hé laouénaiô.

26. Néb a zilez eur gaou enn abek d’hé viñoun, a zô reiz ; hôgen hen̄t ar ré fallagr a douellô anézhô.

27. Ann toueller na gavô két a c’hounid ; ha danvez ann dén reiz a vézô kenn talvouduz hag ann aour.

28. E raven̄t ar reizded éma ar vuez ; hôgen ann hen̄t distrô a gâs d’ar marô.


————


XIII. PENNAD.


Ar gwir vadou.


1. Ar mâb fûr a zélaou kélennadurez hé dad ; hôgen ar goapaer na zélaou két pa grôzeur anézhan̄.

2. Gan̄t frouez hé c’hénou é vézô ann dén leûniet a vadou ; hôgen éné ar ré fallagr a zô direiz.

3. Néb a vîr hé c’hénou, a vîr hé éné ; hôgen néb a zô diévez enn hé gomziou, a c’houzan̄vô poaniou.

4. Ann dén diek a c’hoan̄ta ha na c’hoan̄ta két ; hôgen éné ar ré a labour en em lardô.

5. Ann dén reiz a argarzô ar gévier ; hôgen ann dén fallagr a vézéka, hag a vézô mezékéet.

6. Ar reizded a vîr hen̄t ann dén dinam, hôgen ar fallagriez a laka ar péc’her da gouéza.

7. Hé-man̄, war a gréder, a zô pinvidik, pa n’en deûz nétrâ ; hen-nez, war a gréder, a zô paour, pa eo pinvidik-brâz.

8. Ann dén pinvidik a zasprén hé vuez gan̄d hé vadou ; hôgen ann hini a zô paour na c’houzan̄v két a c’hourdrouz.

9. Goulou ar ré reiz a laouéna ; hôgen kleûzeûr ar ré fallagr a vézô mouget.

10. Gan̄d ar ré rôk éz eûz strivou bépréd ; hôgen ar ré a râ pép-trâ gan̄t kuzul, a zô rénet gan̄d ar furnez.

11. Ar madou dastumet buan a zi-