Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/785

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
751
levr ar c’hrenn-lavariou.

28. Ann tést gaouiad a iélô-da-gét ; ann dén ô sen̄ti a vézô tréac’h enn hé gomsiou.

29. Ann dén fallagr zô rogen̄tez enn hé zaoulagad (T) ; hôgen ann dén reiz a zifazi hé hen̄t.

30. N’eûz kéd a furnez, n’eûz kéd a boell, n’eûz kéd a guzul a-éneb ann Aotrou.

31. Eur marc’h a aozeur évid deiz ar stourm ; hôgen ann Aotrou eo a denn a boan.


————


XXII. PENNAD.


Réd eo sélaoui ar furnez.


1. Gwell eo eunn hanô mâd égét madou brâz : hag ar c’hrâs vâd a zô dreist ann arc’han̄t hag ann aour.

2. Ar paour hag ar pinvidik a zô en em gavet hô daou ; ann Aotrou eo en deûz hô gréat ann eil hag égilé.

3. Ann dén gwén a wél ann drouk, hag en em guz ; ann dén diboell a ia ébiou, hag é kâv hé goll.

4. Gôbr ar poell eo doujan̄s ann Aotrou, ar madou, ar c’hloar hag ar vuez.

5. Ann armou hag ar c’hlézéier a zô é hen̄t ann den fallagr ; hôgen ann hini a ziwall hé éné en em denn pell diout-hô.

6. Peûr-vuia é lavareur : Ann dén-iaouan̄k a heûl hé hen̄t ken̄ta ; ha pa zeûi da véza kôz, na bellai két diout-han̄.

7. Ann dén pinvidik en deûz galloud war ann dén paour ; hag ann hini a gémer arc’han̄t war gampi, a zô dindan dalc’h ann hini en deûz hé bréstet.

8. Néb a hâd ar fallagriez, a védô ann droug, ha gwalen hé vuanégez a vézô torret.

9. Néb a zô douget d’ann drugarez, a vézô benniget ; ô véza ma en deûz rôet eûz hé vara d’ar paour.

Néb a ra rôou a zellézô ar gounid hag ann énor ; hôgen skrapa a râ hô éné d’ar ré a zigémer anézhô.

10. Kâs-kuît ar goapaer, hag ann dael a iélô gan̄t-han̄ ; hag éc’h éhanô ar breûdou hag ar c’hunuc’hennou.

11. Néb a gâr ar glanded a galoun, en dévézô ar roué da viñoun enn abek da c’hrâs hé vuzellou.

12. Daoulagad ann Aotrou a vir ar wiziégez ; ha gériou ann dén direiz a vézô kaset-da-gét.

13. Ann dén diek a lavar : Éma al léon er-méaz, é-kreiz ar ruou é vijenn lazet.

14. Eur poull doun eo génou ann diavésiadez ; ann hini en deûz droulan̄s ann Aotrou, a gouézô enn-han̄.

15. Ar follen̄tez a zô stâg é kaloun ar bugel, ha gwialen ar c’hélen hé c’hasô kuît.

16. Néb a wask war ar paour, évit kreski hé vadou hé-unan, a rôi ivé da binvidikoc’h égét-han̄, hag a gouézô enn diénez.

17. Izéla da skouarn, ha sélaou geriou ar ré fûr ; ha stâg da galoun out va c’hélennadurez.

18. Hou-man̄ a vézô kaer d’id da wélout, pa hé miri enn da galoun ; hag hî en em skiñô war da vuzellou ;

19. Évit ma vézô da fisian̄s enn Aotrou : râk-sé em eûz hé diskouézet d’id hiriô.

20. Chétu em eûz hé disrévellet d’id teir gwéach gan̄t préder ha gwiziégez :

21. Évit rei da anaout d’id péger stard eo geriou ar wirionez, ha ma helli komza diwar hô fenn d’ar ré hô deûz da zigaset.

22. Na heskin két ar paour, ô véza ma eo paour ; na wask két war ann dén tavan̄tek é-tâl ar pors.

23. Râg ann Aotrou a varnô hé géfridi, hag hén̄ a doullô ar ré hô dévézô toullet hé éné.

24. Na vézez két miñoun da eunn dén buanek, ha na valé két gan̄d eunn dén diboell ;

25. Gan̄d aoun na zeskfez hé raven̄chou, ha na rôfez gwall skouér d’as éné.

26. N’en em unvan két gan̄d ar ré a rô hô daouarn, hag en em gennig da gréd évid ann dléourien :

27. Râk ma n’éc’h eûz két péadrâ da zisteûrel, pétrâ a virô na vézô tennet ar vallin diwar da wélé ?

28. N’az a két ébiou d’ann harzou kôz a zô bét lékéat gan̄t da dadou.