33. Kouska a rî eunn nébeût, émé-vé ; ennn nébeût é môrédi ; eunn nébeût é likii da zaouarn ann eil enn égilé évid éhana :
34. Hag ann diénez a zeûi d’az kavout ével eur réder, hag ar baouren̄tez ével eunn dén armet.
1. Ar parabolennou-man̄ a zô c’hoaz eûz a Zalomon, hag a zô bét dizouget gan̄t tûd Ézéc’hias, roué Juda.
2. Gloar Doué eo kuza ar gér, ha gloar ar rouéed eo en̄klaskout al lavar.
3. Ann én̄v enn hé uc’helder, ann douar enn hé zounder, ha kaloun ar rouéed, na helleur két da c’houilia enn-hô.
4. Tenn ar merkl eûz ann arc’han̄t, hag é teûi anézhan̄ eul léstr glân-brâz.
5. Tenn ar fallagriez eûz a zirâg ar roué, hag hé drôn a vézô startéet gan̄d ar reizded.
6. N’en em ziskouéz két gan̄t fougé dirâg ar roué, ha na zâv két é léac’h ar ré vrâz,
7. Rag gwell eo é vé lavaret d’id : Piñ aman̄, égét né d-eo béza izéléet dirâg ar prin̄s.
8. Na ziskuḻ két kerken̄t enn eur striv ar péz hô deûz gwélet da zaoulagad ; gan̄d aoun, goudé béza tennet ann énor digan̄d da viñoun, na helfez mui hé zic’haoui.
9. Han̄ter da géfridi gan̄d da viñoun, ha na ziskuḻ két ar péz a dlé béza kuzet oc’h eunn diavésiad ;
10. Gan̄d aoun na gunuc’hfé ac’hanod pa en dévézô hé glévet ha n’az tamalfé héb éhan.
Ar c’hrâs hag ar garan̄tez a zieûb ; mîr-hô, gan̄d aoun na gouézchez enn dismégan̄s.
11. Ar gér a lévéreur enn hé amzer a zô ével avalou aour é gwéléou arc’han̄t.
12. Ann tamall gréat d’ann dén fûr, ha d’ar skouarn sen̄tuz, a zô ével eul lagaden-skouarn aour gan̄d eur berlézen luc’huz.
13. Ar c’hannad féal a zô d’ann hini en deûz hé gaset, ével iénien ann erc’h é amzer ar médérez ; lakaad a râ da éhana éné hé vestr.
14. Néb en em fougé ha na zéven két hé c’hér, a zô ével koummoul hag avel, hép glaô goudé.
15. Gan̄d ar sioulded eo habaskéet ar prin̄s, hag ann téôd kûn̄ a dorr ar péz a zô ar c’haléta.
16. Ma éc’h eûz kavet mél, debr da walc’h anézhan̄, gan̄d aoun mar tebrez ré, na zeûfez d’hé zisloun̄ka.
17. Tenn da droad eûz a dî da nésa, gan̄t aoun na zeûjé da hérézi ouz-id ha d’az kasaat.
18. Néb a zoug eur gwall désténi a-énep hé nésa, a zô eunn dared, hag eur c’hlézé, hag eur saez lemm.
19. Fisiout enn eur miñoun disléal é deiz ann an̄ken, eo fisiout enn eunn dan̄t brein, hag enn eunn troad skuîz,
20. Ha lézel hé van̄tel enn eunn deiz ién.
Ar c’hanaouennou a ganeur da eur gwall galoun, a zô ével gwîn-égr war nitr.
Ével ma tebr ann tartouz ar mézer, ha ma toull ar prén̄v ar c’hoat ; ével-sé doan ann dén a grîñ hé galoun.
21. Ma en deûz naoun da énébour, rô da zibri d’ézhan̄ : ma en deûz séc’hed, rô dour da éva d’ézhan̄ ;
22. Râg glaou béô a zastumi war hé benn, hag ann Aotrou hé zistolô d’id.
23. Avel ann han̄ter-nôz a gâs-kuît ar glaô, hag ann dremm trist ann téôd lan̄chennuz.
24. Gwell eo béza azézet enn eur c’hoñ é lein ann tî, égét choum gan̄d eur c’hrég araouz enn eunn tî éc’hon.
25. Ével dour frésk d’ann hini en deûz séc’hed, eo eur c’helou mâd a zeû eûz a eur vrô bell.
26. Ann dén reiz a gouez dirâg ann dén fallagr, a zô ével eur feun̄teun strafiḻet gan̄d ann troad, hag eur vammen saotret.
27. Ével né két mâd ar mél évid ann hini a zebr kalz anézhan̄ ; ével-sé néb a c’houiḻ ar meûrded, a vézô mac’het gan̄d ar c’hloar.