ved é Sichem. Deûz, ha mé as kasô d’hô c’havout.
44. Chétu mé, émé Jozef. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha gwel mar d-éma pép trâ é stâd vâd é-kén̄ver da vreûdeûr, hag é-kén̄ver al loéned ; ha rô d’in da anaout pétrâ a c’hoarvez. Goudé éta béza bét kaset eûz a draoun̄ien Hébron, é teûaz da Zichem.
15. Eunn dén a gavaz anézhan̄ ô von̄t hag ô ton̄t enn eur park, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ a glaské.
16. Hag hén̄ a lavaraz : Va breûdeûr a glaskann ; lavar d’in péléac’h é tiwallon̄t hô zropellou.
17. Hag ann dén-zé a lavaraz d’ézhan̄ : Éat in̄t kuît eûz al léac’h-man̄, hag hô c’hlevet em eûz ô lavarout : Déomp étrézé Dothain. Jozef éta a gerzaz war-lerc’h hé vreûdeûr, hag a gavaz anézhô é Dothain. (M).
18. Pa wélaz ar ré-man̄ anézhan̄ a bell, hag abarz ma oa deûet tôst d’ezhô, é vennchon̄t hé laza ;
19. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : Chétu é teû ann huvréer.
20. Deûit, lazomp-hén̄, ha taolomp-hén̄ er pun̄s kôz-ze, hag é livirimp : eul loen c’houéz é deûz hé zispennet. Ha neûzé é vézô gwélet da bétrâ é vézô bét mâd d’ézhan̄ hé huvréou.
21. Hôgen Ruben ô klevout kémen̄t-sé, a glaské hé denna eûz hô daouarn, hag a lavaraz d’ézhô :
22. Na lazit két anézhan̄, ha na skuḻit két hé c’hoad ; hôgen taolit-hén̄ er pun̄s séach-zé, a zô er gwélec’h, ha mirit hô taouarn dinam. Hôgen kémen̄t-sé a lavaré gan̄d ar c’hoant en dôa da denna Jozef eûz hô daouarn, ha d’hé rei adarré d’hé dâd.
23. Kerken̄t éta ma oa deût Jozef é-kichen hé vreûdeûr, é tenchon̄t digan̄t-han̄ hé zaé hir ha marellet,
21. Hag é lékéjon̄t anézhan̄ er pun̄s kôz, é péhini ne oa kéd a zour.
25. Hag ô véza azézet évit débri bara, é wélchon̄t Ismaélited a dréméné hag a zeûé eûz a C’halaad, évit mon̄d d’ann Éjipt, gan̄t kan̄valed a zougé louzou-c’houéz vâd, ha rousin, ha mirr.
26. Neûze Judas a lavaraz d’hé vreûdeûr : Pétrâ a dalvézô d’é-omp béza lazet hor breûr, ha béza kuzet hé c’hoad ?
27. Gwell eo dé-omp hé werza d’ann Ismaélited, ha na zaotrimp két hon daouarn ; râg hor breûr hag hor c’hig eo. Hé vreûdeûr a rôaz hô grâd d’ar péz a lavaré.
28. Ha pa’z éa é-biou ar varc’hadourien Madianited, é tenchon̄t Jozef eûz ar pun̄s, hag é werzchon̄t anézhan̄ d’ann Ismaélited évit ugen̄t péz arc’han̄t. Hag ar ré-man̄ her c’hasaz d’ann Éjipt.
29. Ruben ô véza distrôet d’ar pun̄s, na gavaz mui ar bugel ;
30. Ha goudé béza roget hé ziḻad, éz éaz da gavout hé vreûdeûr, hag é lavaraz d’ézhô : Na wélann mui ar bugel, ha mé péléac’h éz inn-mé ?
31. Hôgen kéméroud a réjon̄t saé Jozef, hag é livchon̄t anézhi é goâd eur menn-gaour hô dôa lazet.
32. Hé rei a réjon̄t da eur ré évid hé c’hâs d’hô zâd ha lavarout d’ézhan̄ : Ar zaé-man̄ hon eûz kavet ; gwél mar d-eo hini da vâb, pé ma n’eo két.
33. Ann tâd ô veza hé anavézet, a lavaraz : Saé va mâb eo ; eul loen férô en deûz hé zebret, eunn anéval en deûz loun̄ket Jozef.
34. Ha Jakob a rogaz hé ziḻad, hag a wiskaz eur zaé-reûn ; gwéla a réaz war hé vâb pell amzer.
35. Hé vugalé holl en em zastumaz évit terri ners (T) glac’har hô zâd ; hôgen na fellaz ket d’ézhan̄ béza di-c’hlac’haret (T), hag é lavaraz : Gwéla a rinn bété ma tiskenninn d’ann ifernou étrézé va mâb, hag hén̄ a wélaz bépréd.
36. Ar Vadianited a werzaz Jozef enn Êjipt da Butifar, spâz Faraon, ha penn ar vrézélidi.
1. Enn hévéleb amzer Judas ô kuitaad hé vreûdeûr, a ziskennaz hag a drôaz étrézég eunn dén eûz a Odollam, hanvet Hira.