Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/798

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
764
ann eklésiastes,


IV. PENNAD.


Talvoudégez ar gévrédigez.


1. Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania ; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.

2. Ha mé em eûz meûlet ken̄toc’h ar ré varô égéd ar ré véô.

3. Hag eurusoc’h égét-hô holl em eûz kavet ann hini ha n’eo két c’hoaz ganet, ha n’en deûz két gwélet ann droug a réeur dindân ann héol.

4. Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa ; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.

5. Ann dén foll a laka hé zaouarn ann eil enn égilé, hag a zebr hé gig hé-unan, ô lavarout :

6. Gwell eo eunn dournad gan̄d éhan, égéd daou zournad gan̄d labour ha gan̄t glac’har a spéred.

7. Enn eur sellet oc’h pép trâ em eûz kavet eunn avel all dindân ann héol.

8. Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr ; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou ; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan : Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou ? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.

9. Gwell eo éta béza daou kévret égéd unan ; râg gôbr hô deûz enn hô c’hévrédigez.

10. Mar kouéz unan, égilé hen harpô. Gwâ ann dén hé-unan ! râk mar kouéz, n’en dévézô dén évid hé zével.

11. Mar kousk daou kévret, en em dommin̄t ann eil égilé ; ma n’eûz néméd unan, pénaoz é tommô ?

12. Mar d-eo kréoc’h unan égéd eunn all, daou a vézô tréac’h d’ézhan̄ ; eur gorden a dri gôr a zô diez da derri.

13. Gwell eo eur bugel paour ha fûr, égéd eur roué kôz ha foll, péhini na oar râg-gwélout nétrâ évid ann amzer da zon̄t.

14. Râg a-wéchou ann hini a zô er vâc’h hag er chadennou, a zeû er-méaz évit béza roué ; hag eunn all ganet roué a gouéz enn davan̄tégez.

15. Gwélet em eûz ann holl dûd véô a valé dindân ann héol gan̄d ann eil zén iaouan̄k a zavô enn hé léac’h.

16. Diniver eo ann holl bobl a zô bét enn hé raok ; hag ar ré a dlé don̄t hé choudé n’en em laouénain̄t két enn-han̄ ; hôgen kemen̄t-sé a zô ivé avel ha glac’har a spéred.

17. Laka évez péléac’h é lékéez da droad p’az éez é tî Doué, ha tôsta évit sélaoui. Râg gwell eo ar zen̄tidigez égét viktimou ar ré ziskian̄t, péré na ouzon̄t két pé zroug a réon̄t.


————


V. PENNAD.


Reûzeûdik eo ann dén pinvidik é-kreiz hé vadou.


1. Na lavar nétrâ gan̄d diévézded, ha na hastet két da galoun da gomza dirâk Doué. Râg enn én̄v éma Doué, ha té a zô war ann douar : râk-sé bézet dibaot da c’heriou.

2. Ar prédériou brâz a zigas ann huvréou hag ar follen̄tez en em gav el lavariou paot.

3. Ma éc’h eûz gréat eur gwéslt da Zoué, na zalé két d’hé zévéni ; râg ar gwéstl disléal ha foll a zô dihétuz d’ézhan̄ ; hôgen p’az pézô gréat eur gwéstl, séven-hén̄.

4. Gwéll eo kalz choum hep ôber gwéstlou égéd ôber gwéstlou, ha choum hép ôber anézhô.

5. Na vézet két da c’hénou a abek d’as kîk da béc’hi ; ha na lavar két dirâg ann éal : N’eûz kéd a râg-gwél ; gan̄d aoun na zavché droug enn Aotrou oud da lavariou, ha na gasché-da-gét holl ôberiou da zaouarn.

6. El léac’h ma éz eûz kalz a huvréou, éz eûz ivé kalz a avel ha lavariou diniver ; hôgen té, douj Doué.

7. Mar gwelez gwaskérez ar béorien,