Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
ar c’hanédigez.

2. Hag énô é wélaz merc’h eunn dén a Ganaan, hanvet Sué, hé c’héméroud a réaz da c’hrég, hag éz éaz d’hé c’havout.

3. Hou-man̄ a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a oé hanvet Her.

4. O véza en̄géhén̄tet eunn eil wéach, é dôé hî eur mâb hag a hanvaz Onan.

5. Eunn trédé mâb a c’hanaz hî, hag a hanvaz Séla : ha pa oé ganet hé-man̄, éc’h éhanaz da c’hénel.

6. Judas a rôaz da Her, hé gen̄ta-ganet, eur c’hrég hanvet Tamar.

7. Hôgen Her, ken̄ta-ganet Judas, a oa eunn dén fallagr dirâg ann Aotrou, hag é oé lékéad d’ar marô gan̄t-han̄.

8. Judas éta a lavaraz da Onan hé vâb : Kéa da gaout grég da vreûr, ha choum gan̄t-hi évit ma rôi gwenn d’az breûr.

9. Onan péhini a wié pénaoz ô von̄t da gavout grég hé vreûr, na vijé két d’ézhan̄ ar vugalé, a skuḻé hé hâd war ann douar, évit na zavché két a vugalé d’hé vreûr.

10. Ha dré-zé ann Aotrou a lazaz anézhan̄ (M), ô véza ma réa eunn dra gwall-fall.

11. Râk-sé é lavaraz Judas da Damar hé verc’h-kaer : Béz in̄tan̄vez é-tî da dâd, ken na kreskô Séla va mâb. Râg aoun en dôa na varvché Séla ével hé vreûdeûr. Tamar éta a iéaz hag a choumaz é-tî hé zâd.

12. Hôgen kalz dervesiou goudé, merc’h Sué, grég Judas, a varvaz. Hag hé-man̄ goudé hé gaon̄, ha goudé béza en em zic’hlac’haret, a biñaz da Damna gan̄d Hira, eûz a Odollam, meser hé dropel, évit gwélout touzérien hé zén̄ved.

13. Rôed é oé da anaout da Damar pénaoz hé zâd-kaer a dlié piña da Damna évit touza hé zén̄ved.

14. Hou-man̄, ô véza lézet gan̄t-hi hé diḻad in̄tan̄vez, a géméraz eur wél : hag ô véza gwisket diḻad all (T), éc’h azezaz enn eur c’hrôaz-hen̄t a gasé da Damna : ô véza ma oa kresket Séla, ha na oa két bét rôed d’ézhi da ozac’h.

15. Pa hé gwélaz Judas, é krédaz pénaoz é oa eur c’hast ; râk gôlôed é dôa hé fenn, gan̄t aoun na vijé bét anavézet.

16. Hag ô tôstaad out-hî, é lavaraz d’ézhi : Va lez da von̄t d’az c’havout (râk na wié két é oa hé verc’h-kaer). Hag hî a lavaraz : Pétrâ a rôi-té d’in évit don̄d d’am c’havout ?

17. Hag hén̄ a lavaraz : Kâs a rinn d’id eur menn-gaour eûz va dropellou. Hag hî a lavaraz : Mé a c’houzan̄vô ar péz a fell d’id, ma rôez eur gwéstl d’in kèn na gasi ar péz a gennigez d’in.

18. Ha Judas a iavaraz : Pétrâ a fell d’id é rôinn d’id da wéstl ? Hag hî a lavaraz : Da walen, da lagaden-vréac’h, hag ar vâz a zalc’hez enn da zourn. Ar vaouez éta en em strollaz gan̄t-han̄, hag a en̄géhen̄taz.

19. Neûzé é savaz hag éz éaz-kuît. Hag ô véza dilézet ar zaé é dôa kéméret, é gwiskaz hé diḻad in̄tan̄vez.

20. Hôgen Judas a gasaz eur menn-gaour dré zourn hé veser a oa eûz a Odollam, évit ma tigémerché ar gwéstl en dôa rôed d’ar vaouez. Hôgen n’hé c’havaz két.

21. Hag hén̄ a réaz ar goulenn-man̄ oud ann dûd eûz al léac’h-zé : Péléac’h éma ar vaouez a oa azézet er c’hroaz-hen̄t ? Hag é léverchon̄t : Neûz két bét a c’hast él léac’h-man̄.

22. Distrei a réaz étrézé Judas, hag é lavaraz d’ézhan̄ : N’em eûz két hé c’havet ; hag ann dûd eûz al léac’h-zé hô deûz lavaret d’in, pénaoz né oa biskoaz azézet gast é-bed énô.

23. Ha Judas a lavaraz : Mired évit-hi ; hôgen na hell két va zamallout a c’hevier. Mé em eûz kaset ar menn-gaour em bôa kenniget, ha té n’éc’h eûz két hé c’havet.

24. Hôgen a-benn tri miz é teûjon̄d da lavaroud da Judas : Tamar, da verc’h-kaer, a zô kouézet é gastaouérez : gwéloud a réeur hé c’hôf ô c’houéza. Ha Judas a lavaraz : Digasit-hi aman̄ ma vézo losket.

25. Pa gasen̄t anézhi d’ar c’hastiz, é kasaz da lavarout d’hé zâd-kaer : Eûz ar goâz da biou eo ann dra-man̄ em eûz en̄géhen̄tet. Anavez da biou eo ar walen, al lagaden-vréac’h, hag ar vâz-man̄.

26. Judas ô véza anavézet hé wést-