Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/802

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
768
ann eklésiastes,


IX. PENNAD.


Ober vâd en̄dra ma helleur hé ôber.


1. Kémen̄t-sé holl em eûz mennet em c’haloun, évid hô foella gan̄t préder. Béz’ éz eûz tud reiz ha tud fûr, hag hô ôberiou a zô é dourn Doué : ha koulskoudé ann dén na oar két pé é tellez ar garan̄tez, pé ar gasoni ;

2. Hôgen pép-trâ a zô miret évid ann amzer da zon̄t, hag a choum arvaruz aman̄, ô véza ma c’hoarvez pép-trâ enn eunn doaré kévatal gan̄d ann dén reiz ha gan̄d ann dén direiz, gan̄d ann dén mâd ha gan̄d ann dén fall, gan̄d ann dén glân ha gan̄d ann dén dic’hlan, gan̄d ann hini a lâz viktimou ha gan̄d ann hini a zispreiz ar sakrifisou. Ével éma ann dén mâd, éma ivé ar péc’her ; néb a dou é-gaou, ével néb a dou é-gwirionez.

3. Chétu pétrâ zô ar gwasa er péz a c’hoarvez dindân ann héol, ma teû pép tra enn eunn doaré kévatal da bép-hini ; hag ac’hanô é teû kalounou bugalé ann dûd da véza leûn a zrougiez, hag a zispriz héd hô buez ; ha goudé-zé é-vézin̄t lékéat é touez ar re varô.

4. N’eûz dén hag a vévché bépréd, nag en défé zô-kén ar fisian̄s eûz a gémen̄t-sé ; gwell eo eur c’hi béô égéd eul léon marô.

5. Râg ar ré véô a oar pénaoz é tléon̄t mervel ; hôgen ar ré varô na anavézon̄t mui nétrâ, ha n’hô deûz mui a gôbr : râg ann én̄vor anézhô a zô rôet d’ann an̄kounac’h.

6. Ar garan̄tez, ar c’hâs, hag ann hérez a zô éat-da-gét gan̄t-hô, ha n’hô deûz mui a lôd er béd-man̄, nag é kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol.

7. Kéa éta ha debr da vara gan̄d dudi, hag év da wîn gan̄t lévénez ; râk da ôberiou a zô hétuz da Zoué.

8. Bézet gwenn da ziḻad é péb amzer, ha na ziouéret két ann éôl war da benn.

9. Bév laouen gan̄d ar c’hrég a garez, a-zoug ann deisiou eûz da vuez berr-baduz, a zô bét rôet d’id évid ann holl amzer eûz da avel : râg hen-nez eo da lôd er vuez-man̄, hag el labour éc’h eûz da ôber dindân ann héol,

10. Grâ buan kémen̄d ha ma hellô ôber da zourn ; râk na vézô mui na labour, na reiz, na furnez, na gwiziégez er béz, étrézé péhini en em hastez da von̄t.

11. Trôed ounn enn ennn tû all, hag em eûz gwélet pénaoz né két ar réd évid ar ré skan̄va, nag ar brézel évid ar ré gréva, nag ar bara évid ar ré fûr, nag ar madou évid ar ré zesket, nag ar c’hrâd-vâd évid ar vichérourien ; hôgen éz â pép-trâ diouc’h ann amzer hag ann darvoud.

12. Ann dén na anavez két hé zivez : hag ével ma pakeur ar pésked gan̄d ann higen, hag al laboused gan̄d ar rouéjou, ével-sé ann dûd a zô paket gan̄d ar gwall amzer, pa en em daol war-n-ézhô râk-tâl.

13. Gwélet em eûz ivé ar furnez-man̄ dindân ann héol, hag em eûz kavet é oa brâz :

14. Eur géar vihan, ha nébeûd a dûd enn-hi ; eur roué brâz a zeûaz enn hé énep, hag a gelc’hiaz anézhi ; sével a réaz kréou trô-war-drô, hag é stourmaz out-hi.

15. En em gavet eo bét enn-hi eunn dén paour ha fûr, péhini en deûz dieûbet kéar dré hé furnez ; ha dén goudé-zé n’en deûz bét a én̄vor eûz ann dén paour-zé.

16. Ha mé a lavaraz pénaoz é oa gwelloc’h ar furnez égéd ann nerz ; pénaoz éta eo bét disprizet furnez ar paour, ha n’eo két bét sélaouet hé c’heriou ?

17. Geriou ar ré fûr a gleveur pa né véz trouz, ken̄toc’h égét garm ar prin̄s é-touez ar ré foll.

18. Gwell eo ar furnez égéd armou brézel ; ha néb a béc’hô enn eunn dra, a gollô kalz a vadou.


————


X. PENNAD.


Pénaoz éc’h anavézeur eunn drouk-prézéger.


1. Ar c’helien a varv enn tréat, a wall ar vlâz anézhan̄. Eunn diboell