Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/804

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
770
ann eklésiastes, pé ar prézéger.

naoz n’eo néméd avel kémen̄d a zô tréménet.

9. En em laouéna éta, dén-iaouan̄k, enn da iaouan̄ktiz, ha ra vézô da galoun enn dudi é deisiou da iaouan̄ktiz ; ha balé é hen̄chou da galoun, hag é gwél da zaoulagad ; ha gwéz pénaoz Doué az kasô er varn évit kémen̄t-sé holl.

10. Kâs-kuît ar vuanégez eûz da galoun, ha pella ann drougiez eûz da gîk ; râg ar iaouan̄ktiz hag ann dudi n’in̄t néméd avel.


————


XII. PENNAD.


Na c’hortoz két ar gôzni évid heûlia lézen ann Aotrou.


1. Az péz koun eûz da grouer é deisiou da iaouan̄ktiz, abarz ma teûiô amzer ar c’hlac’har, ha ma nésai ar bloavésiou, diwar-benn péré é liviri : Na blijon̄t két d’in :

2. Abarz ma tévalai ann héol, hag ar goulou, hag al loar, hag ar stéred, ha ma tistrôi ar c’hoabr goudé ar glaô :

3. Pa grénô ar ré a vir ann tî, ha pa horellô ann dûd ar ré gréva, ha pa vézô deûet da éhana ha da véza dibaot ar ré a valé ; ha pa vézô gôlôet a dévalien ar ré a zellé dré ann toullou ;

4. Pa vézô serret dôriou ar rû ; pa vézô izel mouéz ann hini a valé ; pa zavor diouc’h kân ann evned ; ha pa zeû merc’hed ar soun da véza bouzar ;

5. Eûz al lec’hiou uc’hel hô dévézô aoun, hag é spoun̄tin̄t enn hen̄t ; ar wézen-alaman̄dez a vleûn̄vô, ar c’hiḻek-raden a lardô, ar c’haprou a iélô-da gét ; ô véza m’az ai ann dén da dî hé beûr-badélez, ha ma vézô baléet enn eur lén̄va dré ar ruou.

6. Abarz ma vézô torret ar gordennig arc’han̄t, ha ma vézô en em dennet ann taled aour, ha ma vézô brévet ar brôk war ar feun̄teun, ha ma vézô torret ar rôd war ar pun̄s,

7. Ha ma tistrôi ar poultr d’ann douar a béhini é oa bét tennet, ha m’az ai adarré ar spéred étrézé Doué, péhini en dôa hé rôet.

8. Avel ann avélou, émé ar prézéger, hag avel pép-trâ.

9. Hag ô véza ma oa fûr-brâz ar prézéger, é teskaz ar bobl, hag éc’h embannaz ar péz en dôa gréat ; ha gan̄d hé en̄klaskou é réaz kalz a barabolennou.

10. Geriou gouniduz é klaskaz, hag é skrivaz lavariou éeun, ha leûn a wirionez.

11. Geriou ar ré fûr a zô ével broudou, hag ével tachou san̄ket doun, a zô bét rôet d’é-omp gan̄d ar mesaer dré guzul ar mistri.

12. Na en̄klask nétrâ kén, va mâb. N’eûz divez é-béd oc’h ôber kalz levriou : hag ar poellad hir-baduz a c’hlac’har ar c’hîk.

13. Sélaouomp holl kévret ann divez eûz al lavar-man̄. Douj Doué, ha mir hé c’hourc’hémennou ; hen-nez eo holl zléad ann dén.

14. Ha Doué a zigasô d’ar varn ann holl faziou, ar mâd hag ann droug a vézô bét gréat.