Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/807

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
773
kanaouen kanaouenou salomon.

ha gwélit ar roué Salomon gan̄d ar gurunen é deûz lékéat hé vamm war hé benn é deiz hé eûreûd hag é deiz lévénez hé galoun.


————


IV. PENNAD.


1. Péger kaer oud, va miñounez, péger kaer oud ! Da zaoulagad a zô ével ar c’houlmed, héb ar péz a zô kuzet enn diabars. Da vléô a zô ével tropellou gevr, a zô piñet war vénez Galaad.

2. Da zen̄t a zô ével tropellou dén̄ved touzet, péré a zô piñet eûz ar gwal-c’houer, péré a zoug holl daou oan, hag é-touez péré n’eûz hini bréc’han̄.

3. Da vuzellou a zô ével eunn taled tané ; ha da lavar a zô c’houék. Da zivoc’h a zô ével darn eunn aval-grénad, héb ar péz a zô kuzet enn diabars.

4. Da c’houzoug a zô ével tour David, a zô bét savet gan̄t kréou ; mil tiren a zô krouget out-han̄, gan̄d holl armou ar ré gré.

5. Da zivronn a zô ével daou venn gével eunn iourc’hez ô peûri é-touez al lili.

6. Kén n’en em ziskouézô ann deiz, ha m’az ai ann dévalien ébiou, mé a iélô da vénez ar mirr, ha da grec’hien ann ézan̄s.

7. Kaer holl oud, va miñounez, ha n’eûz kéd a namm enn-od.

8. Deûz eûz al Liban, va fried, deûz eûz al Liban, deûz ; kurunet é vézi ; deûz eûz a lein Amana, eûz a lein ménez Sanir hag Hermon, eûz a géviou al léoned, eûz a vénésiou al léonparded.

9. Glazet éc’h eûz va c’haloun, va choar, va fried, glazet éc’h eûz va c’haloun gan̄d unan eûz da zaoulagad, ha gan̄d unan eûz a vléô da c’houzoug.

10. Péger kaer eo da zivronn, va c’hoar, va fried ! Kaéroc’h eo da zivronn égéd ar gwîn, ha c’houés da dretou a zô dreist ann holl louzou-c’houés-vâd.

11. Da vuzellou, va fried, a zô ével eunn diren a zivér ar mél, ar mél hag al léaz a zô dindân da déôd ; ha c’houés da ziḻad ével c’houés ann ézan̄s.

12. Eul liors serret eo va c’hoar, va fried, eul liors serret, eur feun̄teun siellet.

13. Da blan̄tou a ra eul liors leûn a avalou grénad, hag a frouez all a Zipr, a nard,

14. A nard hag a zafran, a raoz hag a zinnamom, gan̄d holl wéz al Liban, ar mirr hag ann aloez, gan̄d ann holl louzou eûz ar ré wella.

15. Feun̄teun al liorsou, pun̄s ann douréier béô, a zivér gan̄d err eûz al Liban.

16. Saô, avel ann han̄ter-nôz, ha deûz, avel ar c’hrésteiz, c’houéz war va liors, ma tivérô ann trétou c’houék diout-han̄.


————


V. PENNAD.


1. Deûet va miñoun enn hé liors, ha debret frouez eûz hé wéz. Deûed ounn em liors, va c’hoar, va fried, kutuḻet em eûz va mirr gan̄t va louzou-c’houés-vâd ; debret ém eûz ann diren gan̄t va mél, évet em eûz va gwîn gan̄t va léaz ; debrit, va miñouned, hag évit, évit hô kwalc’h, va miñouned kér.

2. Mé a gousk, ha va c’haloun a zô dihun ; mé a glév mouéz va miñoun a stok : Digor d’in, va c’hoar, va miñounez, va c’houlm, va dinamm ; râk va fenn a zô gôlôet a c’hliz, ha va bléô gan̄d ar bannéou dour eûz ann nôz.

3. Diwisket em eûz va zaé, pénaoz hé gwiskinn-mé ? Gwalc’het em eûz va zreid, pénaoz é saotrinn-mé anézhô ?

4. Va miñoun en deûz tréménet hé zourn dré doull ann ôr, ha va bouzellou a zô bét strafiḻet gan̄d ann trouz en deûz gréat.

5. Mé a zavaz évid digéri d’am miñoun ; ar mirr a zivéré eûz va daouarn, ha va biziad a oa leûn eûz a virr ar c’houéka.

6. Prenn va dôr a zigoriz d’am miñoun ; hôgen hén̄ a oa éat-kuit, éad é oa ébiou. Va ené a zô bét ével teûzet, kerken̄t ha ma en deûz komzet ; hé glaskout a rîz, ha n’her c’haviz két :