ñet, é péhini éz eûz bépréd da éva. Da gôv a zô ével eur bern gwiniz, ha lili trô-war-drô.
3. Da zivronn a zô ével daou venn gével eunn iourchez.
4. Da c’houzoug a zô ével eunn tour olifan̄t. Da zaoulagad a zô ével ar c’hibellou a zô é Hesébon, é-tâl porz ann en̄groez. Da frî a zô ével tour al Liban, a zell out Damas.
5. Da benn a zô ével ar C’harmel ; ha bléô da benn ével mouk ar roué éréet ha livet er c’haniou.
6. Péger kaer, ha péger koan̄t oud, va miñounez kér, ha va dudi !
7. Da ven̄t a zô hén̄vel oud eur wézen-balmez, ha da zivronn out bôdou rézin.
8. Lavaret em eûz : War ar wézen-balmez é piñinn, hag é kutulinn hé frouez ; ha da zivronn a vézô ével bôdou rézin ; ha c’houés da c’hénou evel hini ann avalou.
9. Da c’hargaden a zô ével gwîn ar gwella, hag a zellez béza évet gan̄t va miñoun, goudé béza hé dan̄véet étré hé vuzellou hag hé zen̄t.
10. Mé a zô d’am miñoun, hag hén̄ a drô étrézég enn-oun.
11. Deûz, va miñoun, déomp d’ar mésiou, ha choumomp er bourc’hiou.
12. Savomp min̄tin mâd évit mon̄d d’ar gwiniennou ; gwélomp hag ar winien a zô bleûn̄et, hag ar bleûn̄ a rô frouez, hag ar gwez-grenad a zô bleûn̄et ; énô é rôinn d’id va divronn.
13. Ar man̄dragorou hô deûz rôet hô c’houés. Ann holl frouez a zô oud hon ôriou ; ar ré névez hag ar ré gôz am eûz miret évid-od, va miñoun.
1. Piou az lakai da véza breûr d’in, ha da zéna divronn va mamm, évit m’az kavinn er-méaz, ma pokinn d’id, ha na vézinn mui disprizet gan̄d dén ?
2. Mé az kémérô, hag a gasô ac’hanod é tî va mamm : éno é teski ac’hanoun hag é rôinn d’id da vraoued gwîn gan̄t louzou-c’houés-vâd, ha sûn va avalou-grénad.
3. Hé zourn kleiz a laka dindân va fenn, ha gan̄d hé zourn déou é vriata ac’hanoun.
4. Merc’hed Jéruzalem, mé hô péd stard, na zihunit két va miñounez, ha na likiit két anézhi da zivôrédi, kén na zihunô anézhi hé-unan.
5. Piou eo hou-man̄, péhini a zâv eûz ann distrô, leûn a zudi, harpet war hé miñoun ? Dindân ar wézen-avalou em eûz da assavet : énô eo bét saotret da vamm, énô eo bét gwallet ann hini é deûz da c’hanet.
6. Laka ac’hanoun ével eur ziel war da galoun, ével eur ziel war da vréac’h : râg ar garan̄tez a zô kré ével ar marô, hag ann oaz a zô didruez ével ann ifern : hé c’hleûzeûriou a zô kleûzeûriou tân ha flammou.
7. Ann doureier brâz n’hô deûz két gellet mouga ar garan̄tez, hag ar steriou na drec’hin̄t két anezhi ; na pa en défé rôet eunn dén holl zanvez hé dî évid ar garan̄tez, é tisprizché anézhan̄ ével nétrâ.
8. Hor c’hoar a zô bihan, ha n’é deûz kéd a zivronn : pétrâ a raimp-ni d’hor c’hoar, enn deiz é péhini é vézô réd komza out-hi ?
9. Mar d-eo eur vur, é savimp war-n-ézhi kréou arc’han̄t ; mar d-eo eunn ôr, é serrimp anézhi gan̄d elfennou gwéz-sedr.
10. Eur vur ounn ; ha va divronn a zô ével eunn tour, abaoé ma ounn en em ziskouézet dira-z-han̄ goudé béza kavet ar péoc’h.
11. Ann dén a béoc’h en deûz bét eur winien, enn hini é deûz kalz a boblou : hé rôet en deûz évit béza diwallet ; pép dén a zigas mil péz arc’han̄t évid hé frouez.
12. Va gwinien a zô dira-z-oun. Mil péz arc’han̄t a zô évid-od, ô péoc’huz, ha daou c’han̄t évid ar ré a ziwall hé frouez.
13. Té péhini a choum el liorsou, hor miñouned a zélaou : va laka da glevout da vouéz.
14. Tec’h, va miñoun, ha béz hén̄vel oud eunn iourc’h, hag out menn eur garvez war vénésiou al lousou-c’houés-vâd.