18. Râg-hé dérou eo ar c’hoan̄t eûz ar gélennadurez.
19. Préder ar gélennadurez eo ar garan̄tez : hag ar garan̄tez eo sévénidigez hé lézennou ; hôgen sévénidigez hé lézennou eo stardérez ar glanded.
20. Hag ar glanded-zé a dôsta ann dén ouc’h Doué.
21. Ével-sé ioul ar furnez a gâs d’ar rouan̄télez peûr-baduz.
22. Ma en̄klasïit éta ann trônou, hag ar gwaliñer-roué, ô rouéed ar boblou, karit ar furnez, hag é rénot da-vikenn.
23. Karit goulou ar furnez, c’houi holl péré a rén war ar boblou.
24. Diskouéza a rinn bréma pétrâ eo ar furnez, ha pénaoz eo deûet ; ha na guzinn két ouz-oc’h sékréjou Doué ; hôgen mé a en̄klaskô abaoé ma eo ganet hî ; hé rei a rinn da anaout splann, ha n’az inn két enn tû all d’ar wirionez.
25. Na gerzinn két enn hévéleb hen̄t gan̄d ann hini a zô dizéc’het gan̄d ann erez : râg eunn dén enn doaré-zé n’en dévézô két hé lôd er furnez.
26. Hôgen al lôd brâz a dûd fûr eo silvidigez ar béd ; hag eur roué fûr eo skoazel hé bobl.
27. Kémérid éta ar gélennadarez gan̄t va lavariou, hag é talvézô d’é-hoc’h.
1. Va-unan ounn eunn dén marvel, hén̄vel oud ar ré all holl, deûet eûz a wenn ann hini a oé bét gréat gan̄d douar ; va c’hîg a zô bét doareet é kôv va mamm,
2. A-héd dék miz ; hag ounn bét gréat gan̄d eur goad kaoulédet, ha gan̄t gwenn ar goâz, é éhan ar c’housk.
3. Pa ounn bét ganet em eûz kéméret ann éar boutin gan̄d ann holl, hag enn hévélep douar ounn kouézet ; hag eur vouéz lén̄vus em eûz rôet da glevout ével ar ré all holl.
4. Enn trézennou ounn bét lékéat, ha gan̄t kalz a bréder ounn bét maget.
5. Râk n’eûz roué é-béd a gémen̄t a zô bét ganet enn eunn doaré all.
6. Évid ann holl n’eûz néméd eunn doaré évid don̄d er vuez, hag eunn doaré évid mon̄d er-méaz.
7. Râk-sé em eûs c’hoan̄téet ar skian̄t, hag eo bét rôet d’in : pédet em eûz, hag ar spéred a furnez a zô deûet enn-oun.
8. Gwell em eûz hé c’havet égéd ar rouan̄télésiou hag ann trôniou, hag em eûz krédet penaoz ar madou ne oan̄t nétrâ enn hé c’héfer.
9. N’em eûz két lékéat keit hag hi ar vein talvouduz-brâz ; ann holl aour enn hé c’héfer n’eo néméd eunn nébeût tréaz ; hag ann arc’han̄t dira-z-hi a vézô sellet ével prî.
10. Dreist ar iéc’hed hag ar géned em eûz hé c’haret ; hag em eûz lékéat em penn hé c’hémérout da c’houlou : râk né d-eo két évit béza mouget hé sklerder.
11. Gan̄t-hi eo deûet d’in ann holl vadou, hag eur binvidigez vrâz ha diven̄t é deûz rôet d’in.
12. En em laouénéet ounn é kémen̄t-sé ; ô véza m’az éa em raok ar furnez-zé, pétrâ-bennâg na wienn két pénaos é oa mamm d’ann holl draou-zé.
13. Hé desket em eûz hép distrô, hag héb érez hé rôann da anaout, ha na guzann két hé finvidigez vrâz.
14. Râg eunn ten̄zor diven̄t eo évid ann dûd ; hag ar ré hô deûz bét hô lôd anézhan̄, a zô bét karet gan̄d Doué, hag a zô deûet da véza prizet dré ar péz hô deûz bét digan̄t ar gélennadurez.
15. Hôgen Doué en deûz va lékéat da gomza hervez ar skian̄t, ha da gaout ménosiou dellézus eûz ar péz a zô bét rôet d’in ; râg hén̄ enn-déeun eo réner ar furnez, ha kélenner ar ré fûr :
16. Râg enn hé zourn émomp, nî, hag hol lavariou, hag ann holl furnez, hag ar wiziégez, hag ar gélennadurez eûz ann ôberiou.
17. Râg hén̄ hé-unan eo en deûz rôet d’in ar wir wiziégez eûz ar péz a zô ; évit ma teûjenn da anaout reiz ar béd, ha galloudou ann elfennou,