Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/818

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
784
levr ar furnez.

18. Évit ma éeunô raven̄c’hou ar ré a zô war ann douar, ha ma teskô ann dûd pétrâ a zô hétuz d’id ?

19. Râk dré ar furnez eo eo bét iac’héet ar ré holl péré hô deûz plijet d’id adaleg ar penn-ken̄ta.


————


X. PENNAD.


Burzudou gréat gan̄d ar furnez adaleg ar penn-kenta.


1. Hi eo é deûz miret ann hini en dôa doaréet Doué da gen̄ta, évit béza da dâd d’ar béd, pa na oa krouet némét-han̄.

2. Hag hî eo a dennaz anézhan̄ eûz hé béc’hed, hag a rôaz drézhan̄ ann nerz da réna pép-trâ.

3. Pa en em rannaz diout-hi ann dén direiz enn hé vuanégez, é réaz eur gwall zivez ô laza hé vreûr.

4. Ha pa zeûaz ann dour da veûzi ann douar enn abek d’ézhan̄, ar furnez hé zavétéaz a-névez, ô réna ann dén reiz gan̄d eur c’hoad displéd.

5. Ha pa zispac’haz kévret ar brôadou évid en em rei d’ann drouk, hi eo a anavézaz ann dén reiz, hag a viras anézhan̄ dinam dirâk Doué, hag a rôaz d’ézhan̄ ann nerz da drec’hi hé garan̄tez évid hé vâb.

6. Hî eo a zieûbaz ann dén reiz pa dec’hé eûz a douez ar ré fallagr, péré a oé dispennet gan̄d ann tân a gouézaz war ar bemp kéar.

7. Hag enn én̄vor eûz hô fallagriez é tivôgéd c’hoaz ann douar-zé a zô choumet dizud, é toug ar gwéz frouez ha na zarévon̄t két, hag é péléac’h é wéleur eur skeûden c’hoalen a zô da én̄vor eûz a eunn éné diskrédik.

8. Râg ar ré hô deûz dilézet ar furnez, a zô kouézet é diwiziégez ar mâd, hag hô deûz lézet d’ann dûd ann én̄vor eûz hô follen̄tez, hép na hell béza bét kuzet hô féc’héjou.

9. Hôgen ar furnez é deûz tennet eûz hô foaniou ar ré hô deûz hé miret.

10. Hî eo é deûz kaset dré hen̄chou éeun ann dén reiz pa dec’hé diouc’h buanégez hé vreûr, hag é deûz diskouézet d’ézhan̄ rouan̄télez Doué, hag é deûz rôet d’ézhan̄ gwiziégez ar zen̄t ; hé binvidikéet é deûz enn hé labouriou, hag é deûz rôet d’ézhan̄ ar frouez anézhô.

11. Hé skoazellet é deûz a-éneb ar ré a fellé d’ézhô hé douella, hag é deûz hé binvidikéet.

12. Hé viret é deûz diouc’h hé énébourien, hé ziwallet é deûz diouc’h hé douellérien, hag hé lékéat é deûz da drec’hi enn eur stourm kré, évit ma oufé péoaos ar furnez a zô galloudusoc’h égét pép-trâ.

13. Hî eo péhini n’é deûs két dilézet ann dén reiz pa eo bét gwerzet, hag é deûz hé dennet eûz a zaouarn ar béc’herien : diskennet eo bét gan̄t-han̄ er poull,

14. Ha n’é deûz két hé zilézet er chadennou, kén n’é deûz rôet d’ézhan̄ ar walen roué, hag ar galloud a-éneb ar ré hô dôa hé wall-gaset ; da c’haouiaded é deûz lékéat ar ré hô dôa hé wallet, hag é deûz rôet d’ézhan̄ eunn hanô peûr-baduz :

15. Hî eo é deûz dieûbet ar bobl reiz, ar wenn didamall, eûz ar vrôad a wall-gasé anézhan̄.

16. Mon̄d a réaz é éné eur servicher Doué, hag é savaz gan̄d arouésiou ha barzudou a-énep da rouéed doujuz-brâz.

17. Rôet é deûz d’ar ré reiz gôbr hô labouriou, hag hô c’haset é deûz enn eunn hen̄t estlammuz : bét eo d’ézhô ével eur wél é-pâd ann deiz, hag ével goulou ar stéred é-pâd ann nôz.

18. Hô c’haset é deûz d’ar môr Rûz, hag hô lékéat é deûz da dreûzi kalz douréier.

19. Hô énébourien é deûz beûzet er môr, ha marô é deûz hô zennet eûz ar gwéled. Ével-sé ar ré reiz hô deûz digaset dibourc’hou ar ré fallagr.

20. Hag hî hô deûz kanet, Aotrou, da hanô san̄tel, hag hô deûz meûlet kévret da zourn gounidek :

21. Râg ar furnez é deûz digoret génou ar ré vûd, hag é deûz lékéat da véza élavar génou ar vugaligou.


————