Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/826

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
792
levr ar furnez.

krézi, al loéned a iéa ébiou, hag ann aéred a c’houibané hô strafiḻé, hag hô lékéa da vervel gan̄d ar spoun̄t ; ha c’hoan̄t hô dévijé bét da véza héb éar, ar péz na hell dén da ôber.

10. Râg ô véza ma eo aounik ann drougiez, é rô hé-unan tésténi d’hé barnédigez ; ha spoun̄tet gan̄d ar gwall goustian̄s, é wél ann drouk gwasoc’h égét ne d-eo.

11. Ann aoun n’eo kén némét strafiḻ ann éné a gréd d’ézhan̄ béza dilézet gan̄d ann holl.

12. Ha seûl nébeûtoc’h é c’hortoz a fréalzidigez enn-han̄ hé-unan, seûl vui é kresk héb hé anaout ann abek en deûz d’en em en̄krézi.

13. Hôgen hî, ô véza neûzé gwévet gan̄d eunn hévélep kousk, enn nôz spoun̄tuz-zé, a oa deûet d’ézhô eûz a wéled ann ifernou,

14. A oé spoun̄tet a eunn tû gan̄d ann teûziou en em ziskouézé d’ézhô, hag a eunn tû all é teûé hô c’haloun da fata ; râk saouzânet é oan̄t gan̄t spoun̄tou téar, ha na c’hortozen̄t két.

15. Goudé-zé mar kouézé eur ré anézhô, é choumé serret ével enn eur vac’h hép chaden.

16. Mar teûé eur c’houériad, pé eur meser, pé eul labourer diwar ar méaz da véza kéméret war ann taol, é oa réd d’ézhan̄ choum hép gellout tec’hi :

17. Râg eunn hévélep chaden a dévalien hô éréé holl. Eunn avel a c’houézé, kân dudiuz ann evned war skourrou bôdennek ar gwéz, réd herruz ann dour,

18. Ann trouz brâz a réa ar vein ô kouéza, kéflusk al loéned a c’hoarié kévret hép ma hô gwélen̄t, blejérez al loéned ferô, pé ann hégleô a zoné eûz a géviou ar ménésiou ; kémen̄t-sé holl hô lékéa da vervel gan̄t spoun̄t.

19. Ar béd holl némét-hô a oa skleréet gan̄d eur goulou pûr, ha pép-hini a réa hé labour héb harz é-bed.

20. Ann nôz dû na c’hôlôé némét-hô ; eur skeûden é oa eûz ann dévalien é péhini é tlien̄t da gouéza. Kasausoc’h é oan̄t éta d’ézhé hô-unan éged ann dévalien.


————


XVIII. PENNAD.


Marô ar ré gen̄ta-ganet eûz ann Éjipt.


1. Hôgen, Aotrou, da zen̄t a oa skleréet gan̄d eur goulou brâz, hag hî a glevé mouéz ar ré-zé, héb hô gwélout. Hag hi a veûlé ac’hanod, ô véza na c’houzan̄ven̄t két ann hévélep poaniou.

2. Trugarékaat a réan̄t ac’hanod, ô véza na oan̄t mui heskinet gan̄d ar ré hô heskiné ken̄t : hag é c’houlennen̄t diganéz ma padché bépréd ann dishévélédigez-zé.

3. Râk-sé hô deûz bét eur peûl tân da réner enn eunn hen̄t ha na anavézen̄t két, hag a oa d’ézhô ével eunn héol ha na ziézé két anézhô, hag a rôé d’ézhô eunn ergerz mâd.

4. Hôgen ar ré all a zellézé diouéri ar goulou, ha gouzan̄vi eur vac’h a dévalien, hi péré a zalc’hé serret da vugalé, dré béré goulou glân da lézen a zéraoué béza skiñet dré ar béd.

5. Hag ô véza m’hô dôa lékéat enn hô fenn laza mipien ann dûd reiz, goudé ma ez pôé dieûbet unan anézhô péhini a oa bét dilézet war ann dour, evit hô c’hastiza éc’h eûz lékéat da vervel eul lod brâz eûz hô mipien, hag éc’h eûz hô c’hollet é gwéled ann dour.

6. Ann nôz-zé a oa bét diouganet d’hon tadou, évit pa anavézchen̄t ar péz en dôa touet Doué d’ézhô, hag hô dôa krédet, é teûjen̄t da véza dizaouzan.

7. Ével-sé da bobl a wélaz enn hévéleb amzer dieûb ar ré reiz, ha dispenn ar ré zireiz.

8. Râg ével ma éc’h eûz kastizet hon énébourien, éc’h eûz ivé hor galvet hag hon uc’héléet-meûrbéd.

9. Koulskoudé ar ré reiz, mipien ar zen̄t, a réa hô sakrifisou é-kûz, hag é lékéjon̄t gan̄d unvaniez lézen ar reiz dré béhini é kémerchen̄t enn ennn doaré kévatal ar mâd hag ann droug ; hag hî a gané a neûzé ar meûleûdiou a oa bét desket d’ézhô gan̄d hô zadou.

10. Hôgen béz’ é kleved mouéz mézuz hô énébourien, ha garmou kein-