Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/828

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
794
levr ar furnez.

penn-ken̄ta, pép-hini hervez hé wenn, a géméré ennn doaré névez, évit sen̄ti oud da c’hourc’hémennou, hag évit mirout na vé glazet da zervicherien.

7. Eur goabren a c’hôlôaz hô c’hamp eûz hé skeûd, hag eûz ann dour a ioa araok é savaz eunn douar séac’h ; é-kreiz ar môr Rûz é oé kavet eunn hen̄t diharz, hag é gwéled ar poull eur park gôlôet a c’héot,

8. Dré béhini é tréménaz ann holl bobl-zé a warézaz gan̄d da zourn, hag a wélé da arouésiou ha da vurzudou.

9. En em laouénaad a réjon̄t ével kézek er peûri ; saḻa a réjon̄t ével ein, oc’h da veûli, Aotrou, té péhini éz pôa hô zennet a boan.

10. Koun hô dôa c’hoaz eûz ar péz a oa c’hoarvézet er vrô é péhini é oan̄t c’houmet ével tûd divrôet, pénaoz ann douar é-léac’h anévaled all en dôa lékéad da zével kélien, hag ar ster é-léac’h pésked eul lôd brâz a raned.

11. Pelloc’h é wélchon̄t eur rumm névez a evned, pa zeûaz c’hoan̄t d’ézhô da zibri kîk c’houék, hag hé c’houlenchon̄t digan̄d Doué.

12. Râg évit rei hô c’hoan̄t d’ézhô, é lékéaz da zével eûz ar môr eul lôd brâz a goaḻed ; hag ar poaniou na gouézaz két war ar béc’herien hép ma teûaz arouésiou d’ézhô gan̄t kurunou brâz : râg hî a c’houzan̄ve gan̄t reizded ar péz a oa dléet d’hô gwallou.

13. Râg hî a oa bét gwall griz é-kén̄ver ann diavésidi ; ar ré all na zigéméré két ann diavésidi ha na anavézen̄t két ; ar ré-man̄ a zigéméré ar ré ha n’hô dôa gréat néméd vâd d’ézhô, hag hô lékéa da sklaved.

14. Hag ouc’h-penn c’hoaz, ar ré all a zô bet kastizet, ô véza m’hô dôa digéméret diavésidi, ével ma ven̄t bét da énébourien d’ézhô ;

15. Hôgen ar ré-man̄ a wall-heskiné ar ré hô dôa digéméret gan̄t lévénez, hag a vévé gan̄t-hô dindân ann hévélep lézennou.

16. Dré-zé é oen̄t skôet a zallen̄tez, ével ma oé ar ré all é-tâl dôr ann dén reiz, pa oen̄t gôlôet enn-eunn-taol a dévalien, ha na gavé hini anézhô dôr hé dî.

17. Râg ann elfennou a gemm hô reiz étré-z-hô, hép kolla hô unvaniez hô-unan, ével ma teû ann éar da gemma enn eur benvek, hép ma teû ar son da véza kollet : kémen̄t-sé a helleur da wélout splamm er péz a c’hoarvézaz neûzé.

18. Râg loéned ann douar a oé gwélet é léac’h loéned ann dour ; hag ar ré a neûé a dréménaz war ann douar.

19. Ann tân a-éneb hé aoz hé-unan a zevé enn dour, hag ann dour oc’h an̄kounac’haat ivé hé aoz, na vougé két ann tân.

20. Ar flammou enn énep na zevé két kîk bresk al loéned kaset gan̄d Doué, ha na lékéan̄t két da deûzi ar boéd c’houék a deûzé koulskoudé kenn éaz hag ar skourn. Rag uc’héléet hag énoret éc’h eûz, Aotrou, da bobl é pép-trâ ; n’éc’h eûz két hé zisprizet, hag hé skoazellet éc’h eûz é péb amzer hag é pép léac’h.