23. Koulskoudé penn ar gôperien n’en dôé mui a goun eûz hé zisklérier, pa en em gavaz enn eûr-vâd.
1. A-benn daou vloaz Faraon en dôé eunn huvré. Hén̄ a gavé d’ézhan̄ éz édô enn hé zâ war ribl ar ster (T),
2. A béhini é savé seiz bioc’h kaer ha lard-meûrbéd, hag a beûré el lagennou.
3. Seiz bioc’h all a zavaz eûz ar ster, hag hî disléber ha treûd-brâz. Peûri a réan̄t ivé war ribl ann hévéleb ster, é-kreiz ar géot glâz.
4. Hag ar ré-man̄ a zebraz ar ré gaer ha lard. Neûzé é tihunaz Faraon.
5. Hag hén̄ a gouskaz adarré, hag en dôé eunn huvré all. Seiz tamoézen leûn ha kaer a zavé war eunn hévélep korsen.
6. Sével a réaz ivé seiz tamoézen all moan ha skaotet gan̄t ar skarnil.
7. Hag ar ré-man̄ a loun̄kaz ar ré gen̄ta a oa ker kaer. Neûzé é tihunaz Faraon.
8. Ha pa oé deûet ar min̄tin, é savaz spoun̄t enn han̄, hag é réaz klaskout ann holl ziouganérien hag ann holl rê fûr eûz ann Ejipt ; ha pa oen̄t deûet, é tanévellaz d’ézhô hé huvré. Hôgen hini anézhô na hellaz hé diskléria.
9. Neûzé enn-divez ann hini a oa é penn ar gôpérien en dôé koun eûz a Jozef, hag a lavaras da Faraon : Mé a an̄sav va féc’hed.
10. Ar roué ô véza savet droug enn-han̄ oud hé zervichérien, a c’hourchémennas va lakaad é bâch penn ar vrézélidi, mé ha penn ar varaérien.
11. Hag énô enn hévélep nôzvez hor bôé peb a huvré, hag a ziougané ar péz a dlié da c’hoarvézout gan-é-omp.
12. Béz’ éz oa énô eunn Hébréad iaouan̄k, mével d’ann hini a oa é penn ann armé.
13. Ha pa hor bôé danévellet d’ézhan̄ hon huvréou, é lavaraz d’é-omp kémen̄t a zô c’hoarvézet abaoué héd-a-héd (T) ; râk mé a zô bét lékéat adarré em c’harg, hag égilé a zô bét staget oud eur groaz.
14. Râk-tâl, ha dré urs ar roué, é oé tennet Jozef eûz ar vâc’h ; é oé trouc’het hé vleô, ha névézet hé ziḻad, hag é oé kaset dirâg ar roué.
15. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Huvréou em eûz bét, ha dén na hell hô diskléria ; kleved em eûz pénaoz é tisplégez anézhô gan̄t furnez.
16. Ha Jozef a lavaras : Né két mé, Doué eo hép-z-oun a rôio (M) da anaout traou euruz da Faraon.
17. Faraon éta a lavaraz ar péz en dôa gwélet. Mé a venné béza em zâ war aot ar ster,
18. A béhini é savé seiz bioc’h kaer ha lard-meûrbéd, hag a beûré ar géot glâs el lagennou.
19. Ha chétu é teûaz war-lerc’h ar ré~man̄ seiz bioc’h all kenn disléber ha kenn treûd, n’em eûz biskoaz gwélet hén̄vel out-hô é douar ann Éjipt.
20. Ar ré-man̄ a zebraz hag a loun̄kaz ar ré gen̄ta ;
21. Ha koulskoudé n’hô dôa két débret hô gwalc’h dioc’h hô gwélout (T) : hôgen treûd ha disléber e oan̄t ével ken̄t. Neûzé é tihuniz, hag é kouskiz adarré ;
22. Hag em bôé eunn huvré all. Seiz tamôézen leûn ha kaer a savé war eunn hévélep korsen.
23. Sével a réas ivé eûz ar gorsen seiz tamoésen all moan ha skaotet gan̄d ar skarnil.
24. Hag ar ré-man̄ a loun̄kas ar ré gen̄ta a oa ker kaer. Mé em eûz danévellet va huvré d’ann diouganérien, hag hini anézhô n’en deûz gellet hé ziskléria.
25. Ha Jozef a lavaraz : Huvréou Faraon n’in̄t némed unan (T) : Doué en deûz diskouézet d’ézhan̄ ar péz a rai enn amzer da zon̄t.
26. Ar seiz bioc’h kaer, hag ar seiz tamoézen leûn, a zô seiz blavez a founder : ann hévélep trâ a ziskouéz ann daou huvré.
27. Ar seiz bioc’h disléber ha treûd a biñas war-lerc’h ar ré-man̄ hag ar