vuéla é pép trâ, hag é kavi grâs dirâk Doué.
21. Râk n’eûz némét Doué a gémen̄t a vé brâz ar galloud, ha gan̄d ar ré vuel eo énoret.
22. Na en̄klask két ar péz a zô uc’héloc’h égéd-od, ha na c’houiḻ két ar péz a zô kréoc’h égéd-od : hôgen az péz koun bépréd é kémen̄t en deûz gourc’hémennet Doué d’id, ha na zell két pîz oud ann darn-vuia eûz hé ôberiou.
23. Râk né két réd d’id gwélout gan̄d da zaoulagad ann traou a zô kuzet.
24. Na en̄klask két gan̄t préder ann traou ha né két réd d’id da c’houzout, ha na zell két pîz oud ann darn-vuia eûz a ôberiou Doué.
25. Râk diskouézet eo bét d’id kalz traou hag a oa dreist skian̄t ann dûd.
26. Râk meûr a hini a zô bét touellet gan̄d hô gwall vénosiou, hag a zô bét dalc’het er gevier gan̄d hô skian̄t fall.
27. Ar galoun kalet a vézô poaniet é divez hé vuez ; ha néb a gâr ar riskl, a gouézô enn-han̄.
28. Ar galoun a gerz dré zaou hen̄t, n’az ai két da benn ; hag ann éné saotret a gémérô gwall-skouér eûz a gémen̄t-sé.
29. Ar galoun fallagr a vézô leûn a c’hlac’har, hag ar péc’her a verniô péc’hed war béc’hed.
30. Na vézô két a wellaen évit strollad ar ré rôk ; râk taol ar péc’hed a c’hrisiennô enn-hô, hép gouzout d’ézhô.
31. Kaloun ann dén-fûr a vézô anavézet dioud hé furnez, ha skouarn ann dén mâd a zélaouô ar furnez gan̄t béôder.
32. Ar galoun fûr ha poellek en em virô diouc’h ar béc’héjou, hag hén̄ a iélô da benn é ôberiou ar reizded.
33. Ann dour a voug ann tân al leskidika, hag ann aluzen a harz oud ar béc’héjou.
34. Doué a zell oud ann hini a râ ann aluzen : koun en deûz anézhan̄ enn amzer da zon̄t, hag hén̄ a gavô ken-nerz enn amzer é péhini é kouézô.
1. Va mâb, na zinac’h két ann aluzen d’ar béorien, ha na zistrô két da zaoulagad diwar-n-ézhô.
2. Na zispriz két ann hini en deûz naoun ; ha na hég két ar paour enn hé ziénez.
3. Na c’hlac’har két kaloun ar paour, ha na zalé két da rei da néb en deûz ézomm.
4. Na zistol két péden ann hini a zô enn an̄ken : ha na zistrô két da zaoulagad diwar ann hini a zô ézommek.
5. Na zistrô két da zaoulagad diwar ar paour, gan̄d aoun na zafché droug enn-han̄ : ha na rô két abek d’ar ré a c’houlenn digan-éz da villisien a-drén̄ kein :
6. Râg ann hini a villig ac’hanod é c’houervder hé éné, a vézô klevet out-han̄ enn hé zrouk-péden ; klevet é vézô gan̄d ann hini en deûz hé c’hréat.
7. Béz hégarad é strollad ar béorien, vuéla da éné dirâg ann hénaoured, ha vuéla da benn dirâg ar ré vrâz.
8. Disken da skouarn hép doan étrézég ar paour, ha rô d’ézhan̄ ar péz a zléez, ha komz out-han̄ gan̄d habaskded ha gan̄t kun̄vélez.
9. Tenn eûz a zourn ann dén rôk ann hini a zô heskinet ; ha na zeûet két a c’houervder enn da éné.
10. Pa varni, béz truézek ével eunn tâd é-kén̄ver ann emzivaded, ha béz da ozac’h d’hô mamm.
11. Ha té a vézô ével eur mâb sen̄tuz d’ann Uc’hel-meûrbéd ; hag hén̄ en dévézô truez ouz-id dreist eur vamm.
12. Ar furnez a laka ar vuez da zével enn hé bugalé ; digémérout a râ ar ré a glask anézhi, hag éz â enn hô raok é hen̄t ar reizded.
13. Ann hini hé c’hâr, a gâr ar vuez : hag ar ré a veḻô évid hé c’havout, a berc’hennô hé féoc’h.
14. Ar ré a zalc’hô anézhi, hô dévézô ar vuez da zigwéz ; hag al léac’h