Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/839

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
805
pé ann ekklésiastik.

zouj ann Aotrou a vézô hétuz dirâg hé zaoulagad.

25. Gloar ar ré binvidik, hag ar ré énoret, hag ar ré baour, eo doujan̄s Doué.

26. Na zispriz két ann dén reiz hag hén̄ paour, ha na énor két ann dén péc’her hag hén̄ pinvidik.

27. Ann dén brâz, ar barner, hag ann dén galloudek a zô énoret : hôgen n’in̄t két brasoc’h égéd ann hini a zouj Doué.

28. Ann dûd fran̄k a blégô dindân ar servicher en deûz skian̄t : hag ann dén poellek ha desket na grôzô két pa vézô tamallet, hag ann dén diskian̄t na vézô két énoret.

29. N’en em uc’héla két enn da ôberiou, ha n’en em rô két d’ann diégi é amzer ann an̄ken.

30. Gwell eo ann hini a labour hag en deûz pép trâ, égéd ann hini a fougé hag a ziouer bara.

31. Va mâb, mîr da éné er gun̄vélez, ha rô d’ézhan̄ ann énor hervez hé zellid.

32. Piou a zidamallô ann hini a béc’h a-éneb hé éné ? Ha piou a énorô ann hini a zizénor hé éné ?

33. Ar paour a gâv hé c’hloar er reiz hag é doujan̄s Doué : tûd zô hag a zô énoret évid hô madou brâz.

34. Néb a gâv hé c’hloar er baouren̄tez, pégémen̄t hé c’havché c’hoaz welloc’h er binvidigez ? Hôgen ann hini a zô énoret évid hé vadou, lékéat évez na zeûjé da véza paour.


————


XI. PENNAD.


Na dléeur két barna ann dûd diouc’h hô doaré. Aberz Doué é teû ar mâd hag ann drouk.


1. Furnez ann dén vuel hé lakai da zével hé benn, ha da azéza é kreiz ar ré vrâz.

2. Na veûl két eunn dén évid hé zoaré-vâd, ha na zispriz két eunn all évid hé zoaré dister.

3. Bihan eo ar wénanen é-touez al loéned a nic’h, hag ar c’houéka eo hé frouez.

4. Na fougé két gan̄d da ziḻad kaer, ha n’en em uc’héla két é deiz da énor : râk n’eûz néméd ôberiou ann Uc’hel-meûrbéd a gémen̄t a vé meûluz ha meûleûduz : kuzet ha dizanaf eo hé ôberiou.

5. Meûr a vac’her a zô bét azézet war ann trôn, ha tûd hô deûz douget ar gurunen, ha na vijé két bét krédet hô dévijé bét anézhi.

6. Kalz prin̄sed galloudek a zô bét gwall wasket, hag ar ré a oa leûn a c’hloar a zô bet kouézet étré daouarn ar ré all.

7. Na damall dén abarz m’az pézô gréat eunn en̄klask : ha p’az pézô gréat eunn en̄klask, kélenn-hén̄ gan̄t reizded.

8. Na respoun̄t két abarz m’az pézô sélaouet : ha n’az â két war gomz eunn all.

9. Na striv két diwar-benn ann traou ha na zell két ouz-id : ha na azez két évit barna gan̄d ar ré zrouk.

10. Va mâb, n’en em rô két da galz a ôberiou : ha mar d’oud pinvidik, na vézi két kuîd a wallou ; hôgen ma heûliez anézhô, n’hô zizi két : ha mar tiarbennez anézhô, na dec’hi két diout-hô.

11. Tûd zô hag a labour, hag a hast enn eur boania ; hôgen ô véza ma in̄t fallagr, seûl vui ma réon̄t, seûl nébeûtoc’h é tastumon̄t.

12. Tûd zô hag hî diners, hag ézomm dézhô a skoazel, ha disléber, ha paour-brâz ;

13. Ha lagad Doué a zell out-hô gan̄t trugarez, a denn anézhô eûz hô vuelded, hag a zâv hô fenn : ha kalz oc’h hô gwélout a zô souézet, hag a veûl Doué.

14. Ar mâd hag ann drouk, ar vuez hag ar marô, ar baouren̄tez hag ar binvidigez a zeû digan̄d Doué.

15. Ar furnez hag ar gélénadurez, ha gwiziégez al lézen en em gav ivé é Doué. Ar garan̄tez hag ar mâd-ôberiou a zô c’hoaz enn-han̄.

16. Ar fazi hag ann amc’houlou a zô bét krouet kévret gan̄d ar béc’herien : hag ar ré en em veûl enn drouk a gôsai enn drouk.