seiz tamoézen voan ha skaotet gan̄d ar akarnil, a zô seiz blavez a naounégez a vézô goudé.
28. Ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô er c’hîz-man̄ (T).
29. Chétu é teûi seiz blavez a vézô founnuz-meûrbed dré holl vrô ann Ejipt.
30. Goudé ar ré-man̄ é teûi seiz blavez all a vézô ken difrouez (T), ma vézô an̄kounac’héet ann holl founder a gen̄t ; rag ann naounégez a wastô ann douar holl ;
31. Ha ker brâz é vézô ar gernez, maz ai gan̄t-hi ar founder brâz da gét. (T).
32. Hôgen ann eil huvré éc’h eûz bét, hag a zell ouc’h ann hévélep trâ, a ziskouéz pénaoz gér Doué a zô stard hag a vézô sévénet, hag abars némeûr.
33. Ra glaskô éta a-vréman̄ ar roué eunn dén fûr ha gwiziek, ha ra lakai anézhan̄ é penn brô ann Éjipt,
34. Évit ma lakai hé-man̄ oviserien enn holl garteriou, péré a zastumô er soliérou ar bempved lôden eûz a frouez ann douar, é-pâd ar seiz bloaz a founder a dlé don̄t abarz némeur ;
35. Ha ma vézô dastumet ha miret er c’heriou ann holl éd dindân béli Faraon ;
36. Ha ma vézô miret évit ar seiz bloaz a naounégez a dlé gweskel war ann Ejipt, ha na vézô két gwastet ar vrô gan̄d ann diénez.
37. Ann ali-zé a oé kavet mâd gan̄t Faraon ha gan̄d hé holl vinistred.
38. Ha Faraon a lavaraz d’ézhô : Ha nî a helfé kavout eunn dén ével hé-man̄, hag a vé leûn a spéred Doué ?
39. Lavaroud a réaz éta da Jozef : Pa en deûz Doué diskouézet d’id kémen̄d éc’h eûz lavaret, ha mé a helfé kavout dén furoc’h égéd-od, pé hén̄vel ouz-id ?
40. Té a vézô é penn va zî, oc’h da c’hourc’hémennou é sen̄tô ar bobl holl ; ha né vézinn dreist-od némét war drôn ar rouan̄télez.
41. Faraon a lavaraz c’hoaz da Jozef : Chétu é lakaann achanod é penn holl vrô ann Éjipt.
42. Hag é tennaz hé walen eûz hé zourn, hag hél lékéaz é dourn Jozef ; hag hén̄ a wiskaz d’ézhan̄ eur zaé lien lin moan, hag a lékéaz eur gelc’hen aour war-drô d’hé c’houzouk.
43. Hé lakaad a réaz da biña enn hé eil garr, hag eunn embanner a grié ma plégché ann holl ar glîn dira-z-han̄, ha ma wézché ann holl pénaoz é oa lékéat é penn holl vrô ann Éjipt.
44. Ar roué a lavaraz c’hoaz da Jozef : Mé eo Faraon : dén na fin̄vô hé zourn pé hé droad é holl vrô ann Éjipt, hép da c’hourc’hémenn.
45. Trei a réaz ivé hanô Jozef, hag é c’halvaz anézhan̄, diouc’h iéz ann Éjipt, Salver ar béd. Rei a réaz d’ézhan̄ da c’hrég Aséneth, merc’h Putifar, bélek Héliopolis. Neûzé Jozef a gerzaz dré vrô ann Éjipt.
46. (Hôgen trégon̄t vloaz en dôa pa en em ziskouézaz dirâk Faraon) : hag é réaz ann drô d’ann holl brovin̄sou eûz ann Éjipt.
47. Ar seiz blavez a founder a zeûaz éta ; hag ann éd ô véza bét en̄drammet, a oé serret é sôliérou ann Éjipt.
48. Dastumet é oé ivé é pép kear ann édou a oa é founn.
49. Ha kémen̄t é oé a éd, ma oa puḻ ével tréaz ar môr, ha ma en em gavaz dreist pép men̄t.
50. Hôgen abarz ma teûaz ann naounégez, e oé ganet da Jozef daou vâb, a rôaz d’ézhan̄ Aséneth, merc’h Putifar, bélek Héliopolis.
51 Hag hén̄ a hanvaz hé gen̄ta-ganet Manasez, ô lavarout : Doué en deûz va lékéat da an̄kounac’haat va holl labouriou, ha ti va zâd.
52. Ann eil a hanvaz Êfraim, ô lavarout : Doué en deûz va lékéat da greski é brô va glac’har ha va faouren̄tez.
53. Goudé éta ma oé tréménet ar seiz blavez a founder ann Êjipt,
54. É teûaz war hô lerc’h ar seiz blavez a gernez, diouganet gan̄t Jozef ; naounégez a c’hoarvézaz er béd holl ; hôgen é holl vrô ann Éjipt éz oa bara.
55. Hôgen ar vrô é dôa naoun, hag ar bobl a griaz étrézé Faraon, ô c’houlenn bara digan̄t-han̄. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id étrézé Jozef ha grît kémen̄d a lavarô d’é-hoc’h.