17. Ar péz a zô rôet gan̄t Doué a choum stard enn dûd reiz, hag ar greskadurez a râ a bâd da vikenn.
18. Tûd zô hag a binvidika oc’h espernout : hag ar gôbr hô deûz eo
19. Ec’h hellon̄t lavarout : Kavet em eûz éhan évid-oun, ha bréma é tebrinn va madou va-unan :
20. Ha na ouzon̄t két pénaoz éz â ann amzer ébiou, é tôsta ar marô, é varvô, hag é lézô pép-trâ da ré all.
21. Choum stard enn da gévrédigez, ha komz bépréd anézhi, ha kôsa enn ôberiou a zô bét gourc’hémennet d’id.
22. Na choum két é ôberiou ar béc’herien. Laka da fisian̄s é Doué, ha choum enn da léac’h.
23. Râg éaz eo da Zoué pinvidikaad ar paour enn-eunn-taol.
24. Doué a vennig ann dén reiz hag a hast hé c’hôpraat, hag a ra dézhan̄ dougen frouez é berr amzer.
25. Na lavar két : Pétrâ a dal d’in béza é poan, ha pé vâd em eûz-mé c’hoaz da c’héda ?
26. Na lavar két : Ar péz em eûz a zô a-walc’h évid-oun ; pénaoz é helfenn-mé béza gwasoc’h ?
27. É deiz ar mâd na an̄kounac’ha két ann drouk ; hag é deiz ann drouk na an̄kounac’ha két ar mâd :
28. Râg éaz éo da Zoué disteûrel da bép-hini, é deiz hé varô, hervez hé hen̄chou.
29. Ann droug a-vréma a laka da an̄kounac’haat dudiou brâz, hag é marô ann dén é vézô dizôlô-kaer hé ôberiou.
30. Na veûl dén é-béd abarz hé varô ; râg anaoud a réeur eunn dén diouc’h hé vugalé.
31. Na zigémer két kémen̄d hini enn da dî : râk kalz spiou a gâv ann toueller.
32. Râg ével ma teû fléar eûz a vouzellou brein, ével ma eo didennet eur glujar er roued, hag eunn iourc’h el lindâg ; ével-sé eo kaloun ar ré rôk, hag ar ré a arvest lamm hô nésa.
33. Râk spiou a aoz ô trei ar mâd é drouk, hag é laka nammou enn ôberiou ar ré wella.
34. Eunn elven hép-kén a laka ann tân da gregi, hag eunn drôidel hép-kén a laka ar goad da rédek : hôgen ar péc’her a aoz spiou évit skuḻa ar goad.
35. Laka évez oud ar gwall zén, râk drouk na râ kén ; gand aoun na zigasché ar goapérez war-n-od da vikenn.
36. Digémer ann diavésiad enn da dî, hag hén̄ a ziskarô ac’hanod er reûstl, hag a lakai ac’hanod er-méaz eûz da di da-unan.
1. Mar gréz vâd, gwéz da biou her grî, hag ar péz a ri a vâd a-vézô kavet mâd.
2. Grâ vâd d’ann dén reiz, hag é kavi eur gôbr brâz, ma né két digan̄t-han̄, diana digan̄d ann Aotrou.
3. Râk n’eûz kéd a vâd da c’hédal évid ann hini en em rô bépréd d’ann drouk, pé na ra kéd ann aluzen : ann Uc’hel-meûrbéd a gasa ar béc’herien, hag en deûz truez oud ar ré a râ pinijen.
4. Rô d’ann dén trugarek, ha na skoazel két ar péc’her : Doué a daolô hé ven̄jan̄s war ar ré fallagr ha war ar béc’herien ; hag hé viroud a râ évid deiz hé ven̄jan̄s.
5. Rô d’ann dén mâd, ha na zigémer két ar péc’her.
6. Grâ vâd d’ann dén vuel, ha na rô két d’ar fallagr ; mîr na vézô rôet bara d’ézhan̄, gan̄d aoun na zeûjé dré-zé galloudékoc’h égéd-od :
7. Râk daou zroug a gavi enn holl vâd a rî d’ézhan̄ : râg ann Uc’hel-meûrbéd a gasa ar béc’herien, hag a zistolô hé ven̄jan̄s war ar ré fallagr.
8. Na anavezeur két ar miñoun enn amzer vâd ; hag ann énébour n’en em guz két er gwall amzer.
9. É amzer vâd eunn dén, hé énébourien a zô doaniet : ha pa éma é wall amzer, éc’h anavézeur piou eo é vin̄oun.
10. Na laka bikenn da fisian̄s enn