18. Dirâg ann dén éma ar vuez hag ar marô, ar mâd hag ann drouk : ar péz en dévézô kavet-mâd a vézô rôet d’ézhan̄.
19. Râk brâz eo furnez Doué, ha kré hé c’halloud ; ann dûd holl a wél héb éhan.
20. Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré a zouj anézhan̄, hag hén̄ a anavez holl ôberiou ann dén.
21. N’en deûz gourc’hémennet da zén ôber drouk, ha n’en deûz rôet da zén ar préd da péc’hi :
22. Râk né kéd hé ioul kaoud eul lôd brâz a vugalé disléal ha didalvez.
1. N’en em laouéna két ô véza ma éc’h eûz kalz a vugalé, mar d-in̄t fallagr : na laka két da zudi enn-hô, ma n’hô deûz két doujan̄s Doué.
2. N’en em harp két war hô buez, ha na denn két a fougé eûz hô labouriou.
3. Râg eur mâb hép-kén hag a zouj Doué a zô gwelloc’h, égét mil mâb fallagr.
4. Ha talvondusoc’h eo mervel hép bugel, égét lézel war hé lerc’h bugalé fallagr.
5. Gan̄d eunn dén a skian̄t é vézô poblet eur géar holl, hag eur vrô leûn a dûd fallakr a zeûiô da véza diboblet.
6. Meûr a drâ enn doaré-zé en deûz gwélet va lagad, ha traou dreist c’hoaz é deûz klévet va skouarn.
7. Ann tân a grogô é strollad ar béc’herien, hag enn eur vrôad diskrédik é savô ar frouden.
8. Né két bét distolet hô féc’héjou d’al lan̄gouinéien gwéchall ; dispennet in̄t bét, ô véza m’hô dôa lékéat hô fisian̄s enn hô nerz hô-unan.
9. N’en deûz két espernet Doué ar géar é péhini é oa en em dennet Lot ; ann dûd anézhi a zô bét argarzet gan̄t-han̄, enn abek da rôgen̄tez hô lavar.
10. N’en deûz két bét a druez out-hô ; ann holl vrôad en deûz kollet, ô véza ma oa savet hé rôgen̄tez enn hé féc’héjou.
11. Kollet en deûz ivé ar c’houec’h kan̄t mil dén war-droad, péré a zispac’haz kévret é kaléder hô c’haloun : ha c’hoaz n’en dévijé két distolet da unan hép-kén, ma vijé bét kilpennek ével ar ré all.
12. Râg ann drugarez hag ar vuanégez a zô gan̄t-han̄. Galloudeg eo évid distaoli ar béc’héjou, hag ivé évit skuḻa hé vuanégez.
13. Hervez hé drugarez eo hé gastiz, hag ann dén a varn hervez hé ôbériou.
14. Ar péc’her a gen̄dalc’h enn drouk na dec’hô két diout-han̄, hag habaskded ann dén trugarek na zaléô két kaout hé c’hôbr.
15. Pép trugarez a rôi hé léac’h da bép-hini hervez dellid hé ôbériou, hag hervez hé boell a-héd hé birc’hirinded.
16. Na lavar két : Kuzet é vézinn dirâk Doué, hag eûz ann néac’h piou en dévézô koun ac’hanoun ?
17. É-kreiz eur bobl ker brâz na vézinn két anavézet ; râk pétrâ eo va éné é-touez eunn niver ker brâz a grouadurien ?
18. Chétu ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, al loun̄k, hag ann douar holl, hag ar péz a zô enn-hô, a grénô dira-z-han̄.
19. Ar ménésiou ivé, hag ar c’hrec’hiennou, ha diazézou ann douar, a horellô gan̄t spoun̄t, pa zellô Doué out-hô.
20. Hag é-kreiz ar ré-zé holl é wél ar galoun diskian̄t ; hag hén̄ a anavez diabarz ann holl galounou.
21. Piou a anavez hen̄chou Doué, hag abeg ann arnéou, n’en deûz biskoaz gwélet ann dén.
22. Kalz eûz hé ôberiou a zô kuzet : râk piou a helfé rei da anaout ôbéridigez hé reizded ? Pé piou a helfé hô gouzan̄vi ? Ar varnédigez a zô pell diouc’h hiniennou, hôgen en̄klask ann holl a c’hoarvézô enn diez divéza.
23. Néb a zô dinerz hé galoun, en deûz ménosiou gwân ; ha néb a zô di-