két mézékéet : hag ar ré a vézô reizet gan-én̄, na bec’hin̄t két.
31. Ar ré a sklera ac’hanoun, hô dévézô ar vuez da-vikenn.
32. Kémen̄t-man̄ eo al levr a vuez, ha kévrédigez ann Uc'hel-meûrbéd, hag anaoudégez ar wirionez.
33. Moizez en deûz rôet d’é-omp al lézen gant kémennou ar reizded, ann digwez da di Jakob, hag ar gwéstlou da Israel.
34. Ann Aotrou en deûz rôet hé c’hér da Zavid hé zervicher pénaoz é lakafé da zével anézhan̄ eur roué kré-brâz, péhini a vézô azézet war eunn trôn a c’hloar da-vikenn ;
35. Péhini a skûḻ ar furnez ével ar fison, hag ével ann tigr é deisiou ar frouez névez ;
36. Péhini a skûḻ ar poell ével ann Eufrates, péhini a zic’hlann ével ar Jordan é maré ann éôst ;
37. Péhini a gâs ar c’hélen ével ar goulou, hag a c’houéz hé zouréier ével ar Géhon é deiz ar ven̄dem.
38. Hén̄ eo en deûz da gen̄ta anavézet ar furnez, hag ann dén gwân na gavô két anézhi.
39. Râg éc’honoc’h eo hé ménosiou égéd ar môr, ha dounoc’h hé c’huzuliou égéd al loun̄k brâz.
40. Mé eo ar furnez em eûz lékéat da skuḻa steriou.
41. Mé a zô deûet er-méaz eûz ar baradoz ével gouer doureier brâz eunn aven, ével kân eur ster, hag ével eur sân-dour.
42. Lavaret em eûz : Doura a rinn gwézigou va liors, hag é rôinn dour a-walc’h da frouez va frâd.
43. Ha chétu va c’hân a zô deûet da véza eur ster brâz, ha va ster ével eur môr :
44. Râg ar goulou a skian̄t a skuḻinn war ar béd holl a vézô ével goulou-deiz ; hé zanévella a rinn da-vikenn.
45. Mon̄d a rinn bété gwéled ann douar, hag é sellinn oud ar ré holl a zô kousket ; hag é sklerainn ar ré holl a laka hô géd enn Aotrou.
46. Skuḻa a rinn c’hoaz eur c’hélen ével hini ar proféded, hag é lézinn anezhan̄ d’ar ré a glask ar furnez, ha na éhaninn két da véza gan̄t-hô a-wenn-é-gwenn bétég ar c’han̄tved san̄tel.
47. Gwélit pénaoz né két évid-oun hép-kén em eûz labouret, hôgen évid ar ré holl péré a en̄klask ar wirionez.
1. Teir zra zô a zô hétuz d’am spéred, hag a zô kavet-mâd gand Doué ha gan̄d ann dûd :
2. Unvaniez ar breûdeûr, karan̄tez ar c’héren̄t, eunn ozac’h hag eur chrég unvan-brâz.
3. Tri rumn tûd zô hag a gasa va éné, hag éc’h argarzann hô buez :
4. Eunn dén paour ha rok, eunn dén pinvidik gaouiad, hag eunn dén kôz diboell ha diskian̄t.
5. Ar péz n’éc’h eûz két dastumet enn da iaouan̄ktiz, pénaoz é kavi anézhan̄ enn da gôzni ?
6. Péger kaer eo d’ar bléô gwenn barna mâd, ha d’ar ré gôz kuzulia gan̄t reizded !
7. Pégémen̄t é téré ar furnez oud ar ré goz, hag ar poell hag ar c’huzul oud ar ré hô deûz ar galloud !
8. Ar wiziégez vrâz eo kurunen ar ré gôz, ha doujan̄s Doué eo hô gloar.
9. Naô dra a zeû d’am spéred hag a gavann hétuz, hag ann dékved a rôinn da anaout d’ann dûd gan̄t va lavariou :
10. Eunn dén a gâv hé lévénez enn hé vugalé, a vév hag a wél diskar hé énébourien.
11. Euruz eo ann hini a choum gan̄d eur c’hrég skian̄tet, péhini n’eo két bét kouézet gan̄d hé deôd, ha n’eo két bét din̄dan béli tûd distéroc’h égét-han̄.
12. Euruz eo ann hini a gâv eur gwir viñoun, hag a zanévell ar reizded da eur skouarn a zélaou anézhan̄.
13. Péger braz eo ann hini en deûz kavet ar furnez hag ar wiziégez ! hôgen n’eûz hini brasoc’h égéd ann hini a zouj ann Aotrou.