14. Doujan̄s Doué a zâv dreist pép-trâ.
15. Euruz eo ann dén da béhini eo bét rôet doujan̄s Doué ; oc’h piou é lakaimp éz eo hével ? (T).
16. Doujan̄s Doué a zô ar penn-ken̄ta eûz ar garan̄tez anézhan̄ : eunn derou a feiz a dléeur da staga out-han̄.
17. Doan ar galoun zô eur gouli ar brasa ; ha drougiez ar vaouez zo eur falloni dreist penn (M).
18. Ann dén a hell gouzan̄vi ann holl c’houliou, ken̄toc’h égét gouli ar galoun (T),
19. Hag ann holl zrougiézou, ken̄toc’h égét drougiez ar vaouez :
20. Hag ann holl c’hlac’hariou, ken̄toc’h égéd ann hini a zeû digan̄d ar ré a gasa ac’hanomp :
21. Hag ann holl gastizou, ken̄toc’h égéd hini hon énébourien.
22. N’eûz penn é-béd gwasoc’h égét penn ann aer :
23. N’eûz buanégez é-béd gwasoc’h égét buanégez ar vaouez. Gwell eo choum gan̄d eul léon hag eunn aérouan̄t, égét choum gand eur gwall vaouez.
24. Drougiez ar vaouez a drô hé dremm : eur sell ferô a gémer ével eunn ours : téval é teû ével eur sac’h.
25. É kreiz hé géren̄t en em glemm hé ozac’h ; hag ô klevout komza anézhi éc’h huanad gouestad.
26. Skan̄v eo pép drougiez é-kén̄ver drougiez ar vaouez ; ra gouézô da lôd d’ar péc’her.
27. Ével eur ménez tréazek out treid eunn dén kôz, ével-sé éo gwall déôd eur vaouez da eunn dén babask.
28. Na zell két out géned ar vaouez, ha na c’hoan̄ta két eur vaouez évid hé géned.
29. Buanégez ar vaouez, ha hé rôgoni, hag hé mézégez a zô brâz.
30. Ma é deûz ar c’hrég ar galloud, é sâv a-éneb hé ozac’h.
31. Ar gwall c’hrég a zô glac’har ar galoun, doan ann dremm, ha gouli ar vuez évid hé ozac’h.
32. Ar c’hrég ha na laka két hé ozac’h da véza euruz, a zô dinerzidigez hé zaouarn, ha gwanidigez hé zaoulin.
33. Eûz ar c’hrég é teû penn-abeg ar péc’héd, ha dré-z-hi eo é varvimp holl.
34. Na rô két a odé d’ann dour, péger bihan-bennâg é vézô ; na da eur gwall c’hrég ar fran̄kiz da von̄t er-méaz.
35. Ma na valé két oud da zourn, é rai méz d’id dirâk da énébourien.
36. Pella-hi diouc’h da gorf, gan̄d aoun na douelché bépréd ac’hanod.
1. Euruz eo ozac’h eur c’hrég vâd : râk daou-c’hémen̄t é vézô niver hé vloavésiou.
2. Ar c’hrég kré a zô lévénez hé ozac’h ; hag hi a gargô a béoc’h hé vloavésiou.
3. Ar c’hrég vâd a zô eûl lôden vâd ; al lôden eo eûz ar ré a zouj Doué : rôet é vézô da eur goaz évid hé vâd-ôberiou.
4. Bézen̄t pinvidik pé paour, é vézô maô hô c’haloun, hag hô dremm a vézô laouen bépréd.
5. Râk teir zra en deûz bét aoun va c’haloun, hag enn trédé eo bét gwén̄vet va dremm gan̄d ar spoun̄t :
6. Kasoni eur géar, dispac’h eur bobl,
7. Ann drouk-komz gaou, a zô holl gwasoc’h égéd ar marô :
8. Hôgen ar c’hrég oazuz a zô an̄ken ha glac’har ar galoun.
9. Téôd ar c’hrég oazuz a zô ével eur skourjez, en em rô da anaout d’ann holl.
10. Ével géô ann éjenned a steñeur oud ar c’harr, ével-sé eo ar gwall c’hrég : ann hini a zalc’h anézhi a zô ével ann hini en deûz paket eur grug.
11. Ar c’hrég mezvierez a vézô eunn abeg a vuanégez hag a véz : ha na hello két kuza hé dismégan̄s.
12. Gadélez eur c’hrég a anavézeur diouc’h hé sell rôk, ha diouc’h hé daoulagad.