sével ar breûdou, hag ar péc’her a lakai ar reûstl é-touez ar viñouned, hag a zigasô ann énébiez é-kreiz ar ré a véve é péoc’h.
12. Ann tân a grôg er c’hoat diouc’h ma éz eûz keûneûd : ével-sé buanégez ann dén a grôg diouc’h hé c’halloud ; hag é sâv hé vuanégez dré ma en deûz muioc’h a zanvez.
13. Eur striv téar a laka ann tân da gregi ; eur breûd téar a laka ar goâd da rédek ; hag eunn téôd a zoug testéni a zigas ar marô.
14. Ma c’houézez war ann elven, é krôgô ann tân : ha mar skôpez war-n-ézhi, é vézô mouget ; hag ar génou eo a râ ann eil hag égilé.
15. Néb a zrouk-komz é kûz hag ann dén a zaou zéôd a vézô milliget : râk hi hô deûz reûstlet kalz a dûd hag a oa é péoc’h.
16. Téôd eunn trédé en deûz kéflusket meûr a hini : hô skiñet en deûz a vrôad é brôad :
17. Kériou muriet ann dûd binvidik en deûz disman̄tret, ha lékéat da gouéza tiez ar ré vrâz :
18. Arméou ar boblou en deûz kaset-da-nétra, ha dispennet ar brôadou ar ré gréva.
19. Téôd eunn trédé en deûz lékéat da gas-kuît ar gragez kré, hag hô diouéret eûz a frouez hô labouriou :
20. Néb a zélaou anézhan̄, n’en dévézô két a éhan, n’en dévézô két a viñoun, war béhini eo em arzaôi.
21. Taol ar skourjez a ra eur blon̄s ; hôgen taol ann téôd a vrév ann eskern.
22. Meûr a hini a zô kouézet dindan trouc’h ar c’hlézé ; hôgen kalz muioc’h c’hoaz a zô marô gan̄d hô zéôd hô-unan.
23. Euruz eo ann hini a zô tôet diouc’h ar gwall déôd, péhini né két bét skôet gan̄d hé vuanégez, péhini n’en deûz két didennet war-n-ézhan̄ hô c’héô, ha né két bét éréet enn hé chadennou :
24. Râg hé c’héô, a zô eur géô houarn ; hag hé chadennou, chadennou arem.
25. Ar marô a rô, a zô eur gwall varô ; ha gwell eo ar béz égét-han̄.
26. Eur pennad é padô, ha na badô két bépréd : é hen̄chou ar ré zireiz é kerzô : hôgen na zévô két ar ré reiz enn hé flammou.
27. Ar ré a zilez Doué a gouézô dindân ann teôd-zé, péhini a zévô enn-hô héb béza mouget ; kaset é vézô out-hô ével eul léon ; hô diframma a rai ével eul léoupard.
28. Stan̄k da ziskouarn gan̄t spern, ha na zélaou két ar gwall déôd ; laka eunn ôr ha potaḻou oud da c’hénou.
29. Laka da deûzi da aour ha da arc’han̄t, ha grâ eur valan̄s évit pouéza da c’hériou, hag eur wesken reiz évid da c’hénou.
30. Ha laka évez na fazifez gan̄d da déôd, gan̄d aoun na gouézchez dirâk da énébourien a aoz spiou d’id, ha na zeûjé da lamm da véza dibaréuz ha marvuz.
1. Néb a râ trugarez, a rô war gampi d’hé nésa : hag ann hini a zô digor hé zourn évit rei, a vîr ar gourc’hémenn.
2. Prést d’as nésa é amzer hé ézomm ; hôgen distol d’as nésa enn hé amzer.
3. Mîr da c’hér, ha béz féal enn hé gén̄ver : hag é péb amzer é kavi ar péz a zô réd d’id.
4. Kalz a dûd a zell ar péz hô deûz emprestet ével pa hô défé hé gavet, hag hô deûz glac’haret ar ré hô dôa hô skoazellet.
5. Kén na véz rôet d’ézhô, é pokon̄t da zourn ann hini a rô, hag enn hô gwéstlou é vuélon̄t hô mouéz :
6. Hôgen pa eo deûet ar préd da zisteurel, é c’houlennon̄t amzer, é réon̄t prézégou leûn a rec’h hag a hiboud, hag en em zigarézon̄t war ann amzer ziez :
7. Hôgen mar gellon̄t disteurel, en em énébin̄t ; a véac’h é tistolin̄t ann han̄ter, hag é fellô d’ézhô é vé sellet ével eunn dra kavet :
8. Ma na hellon̄t két disteurel, é la-