hé vuez, hag eo en em laouénéet : né két en em c’hlac’haret pa eo bét daré da vervel, ha né két bét mézékéet dirâg hé énébourien.
6. Râk lézet en deûz eur mâb évid diwallout hé dî oud hé énébourien, hag évit béza anaoudek é-kén̄ver hé viñouned.
7. Hé c’houliou hé-unan a liénennô ô prédéria éné hé vugalé, hag hé vouzellou a vézô reûstlet gan̄t kémen̄t gér a glevô.
8. Eur marc’h diboell a zeû da véza garô, hag eur mâb lézet d’hé ioul a zeû da veza balc’h.
9. Likaou da vâb, hag é spoun̄tô ac’hanod : c’hoari gan̄t-han̄, hag é c’hlac’harô ac’hanod.
10. Na c’hoarz két gan̄t-han̄, gan̄d aoun na zigasché doan d’id, hag enn-divez n’az lakajé da skriña da zen̄t.
11. Na rô két a c’halloud d’ézhan̄ enn hé iaouan̄ktiz, ha na zispriz két hé vénosiou.
12. Soubl hé benn en̄dra ma eo iaouan̄k, ha skourjez anézhan̄ en̄dra ma eo bugel, gan̄d aoun na zeûjé da galédi, na zen̄tché mui ouz-id, na na c’hlac’harché da éné.
13. Desk da vâb, hag aoz anézhan̄, gan̄d aoun na zeûjé d’az mézékaat gan̄d hé wall vuez.
14. Gwell eo eunn dén paour iac’h ha kré, égéd eunn dén pinvidik dinerz ha gloazet gan̄d ar c’hlén̄véjou.
15. San̄télez ar reizded eo iéc’hed ann éné ; gwell eo égéd ann holl aour hag ann holl arc’han̄t ; hag eur c’horf kre égét madou brâz.
16. N’eûz kéd a vadou brasoc’h égét madou iéc’hed ar c’horf, ha n’eûz dudi é-béd dreist lévénez ar galoun.
17. Gwell eo ar marô égéd eur vuez c’houérô ; hag eunn éhan peûr-baduz égéd eur c’hlen̄ved dizivez.
18. Madou kuzet enn eur génou serret, a zô ével eur banvez brâz lékéat war-drô da eur béz.
19. Da bétrâ eo mâd ar c’hennig d’ann idol, pa na hell nag hé zibri nag hé c’houesa ?
20. Ével-sé eo ann hini a dec’h diouc’h ann Aotrou, hag a zoug poan hé fallagriez ;
21. Péhini a glemm enn eur wéla gan̄d hé zaoulagad, hén̄vel oud eur spâz a vriata eur plac’h-iaouan̄k, hag a hirvoud.
22. Na rô két da éné d’ann doan, ha n’en em c’hlac’har két da-unan gan̄d da vénosiou.
23. Lévénez ar galoun eo buez ann dén, hag eunn ten̄zor dihesk a zan̄télez ; lévénez ann dén a rô d’ézhan̄ eur vuez hirr.
24. Az péz truez oud da éné ô véza hétuz da Zoué, ha béz poellek ; stroll da galoun enn hé zan̄télez, ha kâs pell ann doan diouz-id.
25. Râk meûr a hini é deûz lazet ann doan, ha n’eo mâd da nétrâ.
26. Ann hérez hag ar vuanégez a verra ann deisiou, hag ann nec’h a zigas ar gôzni abarz ann amzer.
27. Ar galoun vâd ha dinec’h a zô bépréd enn eur banvez : râg gan̄t préder éc’h aozeur d’ézhan̄ ban̄vésiou.
1. Béza bépred war valé (T) évid dastumi madou a zizec’h ar c’hîk, hag ar vénoz eûz a gémen̄t-sé a laka da goll ar c’housked.
2. Ménoz ann amzer da zon̄t a ziskar ar skian̄t, hag eur c’hlén̄ved grisiaz a laka ann éné da véza poellek.
3. Ann dén pinvidik a labour évid dastumi madou ; hag enn hé éhan en em leûniô eûz hé vadou.
4. Ann dén paour a labour évit kaout hé vuézégez, hag enn divez é kouéz enn diénez.
5. Néb a gâr ann aour, na vézô két didamallet : hag ann hini a glask ar vreinadurez, a vézô leûniet gan̄t-hi.
6. Ann aour en deûz lékéat meûr a hini da gouéza, hag enn hé c’héned hô deûz kavet hô c’holl.
7. Ann aour a zô eunn abeg a lamm évid ar ré a azeûl anézhan̄ : gwâ ar ré a géel anézhan̄, kas a raiô da nétra ar ré ziboell.