1. Lékéat oud-dé da réner enn eur banvez ? N’en em uc’héla két : béz enn hô zouez ével unan anézhô.
2. Az péz daman̄t évit-hô, hag azez ; ha goudé m’az pézô gréat da zléad, en em laka ouc’h taol :
3. Évit ma en em laouénii enn abek d’ézhô, ma tigéméri ar gurunen ével eur c’hin̄klérez a c’hrâs, ha ma teûi d’id meûleûdi holl dûd ar banvez.
4. Komz, té péhini a zô ar c’hen̄ta ganet : râk déréad eo kémen̄t-sé ;
5. Hôgen komz gan̄t furnez ha gan̄t gwiziégez, ha na laka két a reûstl é-touez ar ganerien.
6. Na skuḻ két ar gér el léac’h ha na zélaoueur két, ha na zaô két é-dibréd enn da furnez.
7. Eunn unvaniez a varzed enn eur banvez, a wîn, a zô ével ar c’har-boun̄kl frammet enn aour.
8. Eunn niver a varzed enn eur banvez é péhini éc’h éveur gwîn gan̄d dréôded ha gan̄t poell, a zô ével ar smaragd frammet enn aour.
9. Sélaou war-drô, ha da boell a zidennô d’id kalz a c’hrâs.
10. Dén-iaouan̄k, komz gan̄t béac’h enn da géfridi.
11. Pa vézô gréat diou wéach eur goulenn-bennâg ouz-id, respoun̄t é berr gomsiou.
12. Béz é meûr a drâ ével pa na oufez két anézhô ; ha sélaou war-daô ha grâ goulennou.
13. É-kreiz ar ré vrâz na gomz két da gen̄ta ; hag éléac’h ma éz eûz ré gôz na gomz két kalz.
14. Abarz ar gurun é teû al luc’hed ; war zremm ann dén poellek é wéleur ar c’hras abarz ma komz, hag ann dalc’h-zé a zidenn war-n-ézhan̄ kalz a énor.
15. Pa vézô deûet ar préd da zével, n’en em reûstl két ; kéa ar c’hen̄ta d’as tî, hag énô ébat ha c’hoari,
16. Ha digas enn da én̄vor da vénosiou, hôgen hép péc’hed hag hép rôgen̄tez.
17. Hag é kémen̄t-sé holl meûl ann Aotrou, péhini en deûz da grouet, hag en deûz da garget gan̄d hé holl vadou.
18. Néb a zouj ann Aotrou a zigémérô hé gélen : hag ar ré a veḻ évid hé glaskout, a gavô hé vennoz.
19. Néb a glask al lézen, a vézô leûniet gan̄t-hi : hag ann hini en em vérô gan̄t toullérez, a gavô hé lamm enn-hi.
20. Ar ré a zouj ann Aotrou, a gavô eur varn reiz, hag éc’h énaouin̄t hô reizded évei eur c’houlaouen.
21. Ar péc’her a bellai dlouc’h ann tamall, hag é kavô hévélédigésiou hervez hé ioul.
22. Ann dén a guzul na gollô két ar poell : ann diavésiad hag ann dén rôk n’en dévézô aoun é-béd :
23. Pa râ zô-kén pép-trâ hé-unan hag hép kuzul ; hôgen gan̄d hé heskinou é vézô tamallet.
24. Va mâb, na râ nétrâ hép kuzul, ha n’az pézô két a geûz eûz ar péz ez pézô gréat.
25. N’az â két enn eunn hen̄t kollet, ha na stoki két oud ar vein : n’en em voun̄t két enn eunn hen̄t diez, gan̄d aoun na aozchez évid da éné eunn abeg a lamm.
26. En em vir diouc’h da vugalé, ha laka évez oud da vévellou.
27. Enn da holl ôberiou kréd gan̄t féalded enn da éné : râg ével-sé eo é vireur ar gourc’hémennou.
28. Néb a gréd é Doué a laka évez oud hé c’hourc’hémennou : hag ann-hini a laka hé fisian̄s enn-han̄, na vézô két distéréet.
l. Gan̄t néb a zouj ann Aotrou na c’hoarvézô droug é-béd ; hôgen Doué a virô anézhan̄ er gwall-ioul, hag a dennô anézhan̄ eûz a bép drouk.