8. Judas a lavaraz ivé d’hé dâd : Lez ar bugel da zon̄t gan-én̄, évit ma’z aimp enn hen̄t, ha ma hellimp béva, ha na varvimp két, nî hag hor bugaligou.
9. Em c’harg é kémérann ar bugel ; goulenn anézhan̄ digan-én. Ma n’hen digasann két, ha ma n’her rôann két d’id adarré, é vézinn da véza tamallet a béc’hed da-vikenn enn da gén̄ver.
10. Ma n’hor bijé daléet kémen̄t, é vijemp distrôet a-vréma évid ann eil wéach.
11. Israel hô zâd a lavaraz éta d’éz-hô : Mar d-eo réd kémen̄t-sé, grid ével a gerrot. Kémérit eûz ar gwella frouez eûz ar vrô enn hô listri, ha grit rôou d’ann dén, eunn nébeût rousin ha mél, ha storaks, ha mirr, ha térében̄t, hag alamandez.
12. Kasid ivé gan-é-hoc’h daou c’hémen̄t a arc’han̄t, ha kasit enn-drô ann hini hoc’h eûz kavet enn hô séier, gan̄d aoun na vé bét gréat dré fazi.
13. Kémérid ïvé hô preûr gan-é-hoc’h, hag it da gavout ann dén-zé.
14. Hôgen ra lakai ac’hanoc’h va Doué holl-c’halloudek da gaout trugarez dirâg ann dén-zé, ha ra laoskô gan-é-hoc’h hô preûr a zô dalc’het gan̄t-han̄, ha Ben̄jamin ; koulskoudé mé a vézô é diouer hag ével pa n’em bé két a vugalé.
15. Ar ré-man̄ éta a géméraz ar rôou, ha daou-c’hémen̄t a archan̄t, ha Ben̄jamin ; hag é tiskennchon̄t d’ann Êjipt, hag éz ejon̄t da gavout Jozef.
16. Pa wélaz Jozef anézhô, ha Ben̄jamin gan̄t-hô, é c’hourc’hémennaz da réner hé dî, ô lavarout : Laka ann dûd-zé da zon̄d enn tî ; lâz loéned, hag aoz banvez, râg hiriô é tléon̄t leina gan-én̄ da grésteiz.
17. Hé-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄, hag a lékéaz ann dûd-zé da zon̄d enn tî.
18. Hag hî, pa en em gavchon̄t énô a oé spountet, hag a lavaraz ann eil d’égilé : Enn abek d’ann archan̄t a zô bét éat gan-é-omp enn drô (M) gen̄ta enn hor séier, eo hô deûz hol lékéat da zon̄d aman̄ ; évit teûrel war-n omp tamall e-gaou, hag hol lakaad é sklavérez, nî hag hon ézen.
19. Dré-zé, pa édon̄t oud ann ôr, é tôstajon̄t out réner tî Jozef,
20. Hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Aotrou, sélaou ac’hanomp, nî az péd. Diskennet omp aman̄ eur wéach all évit préna boéd ;
21. Ha goudé béza hé brénet, pa oemp deûet d’ann hostaléri, ha pa hor boé digoret hor séier, é kavchomp hon arc’han̄t é génou ar séier ; hag é tigasomp anézhan̄ dé-hoc’h bréma enn hé bouéz.
22. Digas a réomb ivé arc’han̄t all évit préna ar péz hon eûz ézomm : hôgen na ouzomp két piou en deûz lékéat hon arc’han̄t enn hor séier.
23. Ha réner ann tî a lavaraz : Bézid é péoc’h, n’hô pézet kéd a aoun. Hô Toué, ha Doué hô tâd en deûz rôet d’é-hoc’h ten̄zoriou enn hô séier ; râk kavet em eûz ann arc’han̄t hoc’h eûz rôed d’in. Hag é tigasaz Siméon dira-z-hô. (T).
24. Hag hen̄ hô lékéaz da von̄d enn tî ; kâs a réaz dour d’ézhô, hag é walc’hchon̄t hô zreid ; rei a réaz ivé boéd d’hô ézen.
25. Hôgen hî a aozé hô rôou, bété ma teûjé Jozef é-trô ar c’hresteiz ; râk klevet hô dôa pénaoz é tlien̄t leina énô.
26. Pa zeûaz éta Jozef d’hé dî, é kénnigchon̄t d’ézhan̄ ar rôou a zalc’hen̄t enn hô daouarn ; hag éc’h azeûlchon̄t anézhan̄ ô stoui béteg ann douar.
27. Hag hén̄ ô véza ivé hô saludet gan̄t madelez, a c’houlennaz digan̄t-hô : Hô tâd péhini a zô kôz, hag hoc’h eûz lavaret d’in a zô béô, hag hén̄ a zô iac’h ?
28. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Hon tâd, da zervicher, péhini a zô c’hoaz béô, a zô iac’h ; nag ô stoui, éc’h azeûlchon̄t anézhan̄.
29. Hogen Jozef ô sével hé zaoulagad, a wélaz Ben̄jamin hé vreûr, mâb é vamm hé-unan, hag a lavaraz : Hag hen-nez eo hô preûr iaouan̄ka, a béhini hoc’h eûz komzet d’in ? Lavarout a réaz choaz : Va mâb, r’hen dévézô Doué truez ouz-id.
30. Hasta a réaz, râg hé galoun a oa strafiḻet diwar-benn hé vreûr, hag