védou édo, hag enn holl gan̄tvédou é vézô.
22. Na helleur tenna nétrâ diout-han̄ : n’en deûz ézomm é-béd eûz a ali eunn all.
23. Pégen hétuz eo hé ôberiou : ha koulskoudé ar péz a hellomp da arvesti anézhô n’eo néméd eunn elven !
24. Holl éz in̄t, hag é choumin̄t da-vikenn, hag é kémen̄d a c’hourc’hémenn, é sen̄ton̄t out-han̄.
25. A zaou in̄d holl, unan ouc’h unan, hag hini anézhô n’eo choumet diglok.
26. Kémen̄d a oa a vâd é pép-hini en deûz startéet. Ha piou a gavô hé walc’h oc’h arvesti oud hé c’hloar ?
1. Ann oabl stérédet eo a ziskouéz kâerded ann ôberiou ar ré uc’hé1a. Hén̄ eo braven̄tez ann én̄v, ha skéd hé c’hloar.
2. Ann héol oc’h en em ziskouéza pa zâv, a ziougan ann deiz : eul léstr kaer eo, labour ann Uc’hel-meûrbéd.
3. Ann douar a zev enn hé grésteiz, ha piou a hell gouzan̄vi hé c’hrouéz ? Eur fourn a vîr enn hé c’hrouéz.
4. Ann héol a losk ar mênésiou é teir zoaré : bannou tân a c’houéz ; hag ar skéd eûz hé vannou a zall ann daoulagad.
5. Brâz eo ann Aotrou péhini en deûz hé grouet : oud hé c’hér é hast hé gerz.
6. Al loar enn hé holl drôiou, a ziskouéz ann amzériou, a zô da arouéz évid ar bloavésiou.
7. Al loar eo a zesk ann deisiou gouél : ar goulou anézhi a zigresk, goudé ma eo bét deûet da véza brâz.
8. Al loar é deûz rôet ann hanô d’ar mîz : ar goulou anézhi a gresk enn éunn doaré burzuduz, kén n’eo deûet da véza klôk.
9. Eul léstr é doaré eur c’hamp a luc’h er penn uc’héla euz ann én̄v : lugerni a râ kaer enn oabl stérédet.
10. Skéd ar stéred eo kaerded ann én̄v : ann Aotrou eo a c’houlaou ar béd eûz al lec’hiou ar ré uc’héla.
11. Diouc’h lavariou ann Doué zan̄tel, in̄t daré da zévéni hé c’hourc’hémennou, ha na fallon̄t két enn hô beḻou.
12. Sell oud ar warek, ha bennig ann hini en deûz hé gréat : kaer-meûrbéd eo enn hé skéd.
13. Eur c’helc’h a c’hloar a râ enn én̄v : daouarn ann Uc’hel-meûrbéd eo hô deûz hé digoret.
14. Gan̄d hé c’hér é laka buan ann erc’h da gouéza : hasta a râ kâs hé luc’hed évit rei hé varnou.
15. Râk-sé é tigor hé den̄zoriou, hag é laka ar c’hoabr da nija ével laboused.
16. Gan̄d hé c’halloud é ten̄vala ar c’hoabr, hag é laka ar c’hazarc’h da gouéza diout-hô ével mein.
17. Gan̄d hé zell é laka ar ménésiou da fin̄va, ha gan̄d hé ioul é c’houéz avel ar c’hrésteiz.
18. Héja a râ ann douar ken na gren gan̄t trouz hé gurun, gan̄d arné ar c’hornaouek, ha gan̄d ar c’horven̄tennou avel.
19. Skuḻa a râ ann erc’h ével laboused a zeû da azeza war ann douar, hag ével kiḻeien-raden a ziskenn enn eur gompézen.
20. Sked hé gaerder a zô hétuz d’ann daoulagad, hag ann dic’hlann anézhan̄ a zô spoun̄tuz d’ar galoun.
21. Ar réô a skûḻ war ann douar ével c’hoalen, ha pa véz kouézet, é skourn hag é teû é doaré bégou askol.
22. Lakaad a râ avel ann han̄ter-nôz da c’houéza, hag ann dour a skourn ével strin̄k. Ar skourn en em léd war c’horré ann dour, hag a râ ével eunn harnez anézhô.
23. Ar skourn a zev ar ménésiou, a losk ar c’hompézennou, hag a zizec’h ével eunn tan ar géot glâz.
24. Ar wella trâ évit kémen̄d a zroug eo ma hast da zon̄d eur goabren : hag eur gliz tomm ô kouéza goudé ar iénien, hé gâs-kuît.
25. Gan̄d eur gér eûz ann Aotrou é tâv ann avel : ar mennoz anézhan̄ a