habaska loun̄k ann doureier : enn-hô eo en deûz diazézet ann énézi.
26. Ra zanévellô ar ré a ia war ar môr, ar risklou a gaveur war-n-ézhan̄ ; hag oc’h hé sélaoui é vézimp souézet-brâz.
27. Énô éma ôberiou brâz ann Aotrou, hag hé vurzudou : pésked a bép rumm, loéned a bép doaré, hag anévaled diven̄t.
28. Gan̄t-han̄ eo startéet divez péb hen̄t, ha pép-trâ a zô reizet gan̄d hé c’hér.
29. Kalz a lavarfemp, ha n’hor bé két a c’heriou a-walc’h : hôgen évid hé lavaroud é berr gomsiou, hén̄ en em gav é pép-trâ.
30. Eûz a bétrâ éta é veûlimp-ni anézhan̄ ? Râg ann Holl-c’halloudek a zô dreist hé holl ôberiou.
31. Estlammuz eo ann Aotrou, ha brâz-meûrbéd ; burzuduz eo hé c’halloud.
32. Meûlit ann Aotrou kémen̄d ha ma hellot ; hé c’hloar a vézô c’hoaz dreist : hé veûrded a zô souézuz-brâz.
33. C’houi péré a vennig ann Aotrou, meûlit-hén̄ muia ma hellot : râk dreist pép meûleûdi eo.
34. Pa zavot hé veûrded, krévait mui-oc’h-vui ; na skuizit két : râk na boellot két pétrâ eo.
35. Piou a wélô anéz’han̄, hag hé rôi da anaout ? Piou a ziskleriô he veûrded ével ma’z eo adaleg ar penn ken̄ta ?
36. Kalz eûz hé ôberiou a zô kuzet ouz-omp, hag a zô brasoc’h égéd ar ré a anavézomp : râk biban eo ann niver eûz ar ré a wélomp.
37. Hôgen an Aotrou en deûz gréat pép-trâ, hag en deûz rôet ar furnez d’ar ré a vév er reizded.
1. Meûlomp ann dud-zé leûn a c’hloar, péré eo hon tadou, a béré omp ar wenn.
2. Ann Aotrou en deûz diskouézet enn-hô adaleg ar penn ken̄ta hé c’hloar hag hé veûrded.
3. Aotrouniet hô deûz enn hô rouan̄télésiou ; brâz in̄t bét gan̄d hô furnez : tûd leûn a boell é oan̄t : gan̄t hô diouganou eo deûet d’ézhô ar galloud a broféded.
4. Gourc’hémennet hô deûz d’ar ré a vévé enn hô amzer, hag ar boblou hô deûz kavet enn hô furnez lavariou san̄tel-brâz.
5. Gan̄d hô skian̄t hô deûz klasket soniou ar barzérez, hag hô deûz lézet d’é-omp kanaouennou ar skritur sakr.
6. Pinvidig in̄t bét é furnez : ar gwir gaerded hô deûz kéélet ; tûd a béoc’h in̄t bét enn hô ziez.
7. Gounézet hô deûz holl é-touez hô foblou eur c’hloar a zô tréménet a wenn é gwenn : hag hî a zô c’hoaz meûlet hiriô eûz ar péz hô deûz gréat enn hô amzer.
8. Ar ré a zô bét ganet anézhô, hô deûz lézet eunn hanô a zanével meûleûdi hô zadou.
9. Tûd all a zô bét ha n’hô deûz lézet mének é-béd anézhô : marô in̄t ével pa na vijen̄t két bét : ganet in̄t bét ével pa na vijen̄t két bét ganet ; hag hô mipien ével-t-hô.
10. Hôgen ar ré gen̄ta a oa tûd a drugarez, hag hô ôberiou reiz a badô da-vikenn.
11. Ar madou hô deûz lézet d’hô gwenn a c’houmô bépréd gan̄t-hô.
12. Eur bobl san̄tel eo hô nésted, hag hô gwenn en em gen̄dalc’h é kévredigez Doué.
13. Enn abek d’ézhô eo é pâd hô mipien da-vikenn ; hag hô gwenn hag hô gloar n’az ain̄t két da-nétra.
14. Hô c’horfou a zô bét bésiet é péoc’h, hag hô hanô a vévô a rumm é rumm.
15. Ra zanévellô ar boblou hô furnez, ra embannô ar strollad hô meûleûdi.
16. Hénoc’h a zô bét kavet hétuz gan̄d Doué, hag a zô bét douget d’ar baradoz, évit lakaad ar brôadou da ôber pinijen.
17. Noé a zô bét kavet reiz ha klôk, hag a zô deûet da unvaniez é amzer ar vuanégez.