ann naounégez war ann douar : ha choum a ra c’hoaz pemp ploaz, é-pâd péré na vézô gellet nag arat, na medi.
7. Ha Doué en deûz va c’haset enn hô raok évid hô mirout é buez, hag évit ma hellot kaout boéd da véva.
8. Né két dré hoc’h ali, hôgen dré ioul Doué ounn bét kaset aman̄ ; hén̄ eo en deûz va lékéat ével da dâd da Faraon, da aotrou war hé holl dî, ha da brin̄s war holl vrô ann Êjipt.
9. Hastit, hag îd da gavout va zâd, ha livirit d’ézhan̄ : Chétu pétra a gémenn d’id da vâb Jozef : Doué en deûz va lékéat da aotrou war holl vrô ann Êjipt ; deûz d’am c’havout, ha na zalé két.
10. Ha té a choumô é douar Jésen ; hag é vézi tôst d’in, té ha da vipien, ha mipien da vipien, da zén̄ved, ha da zaout, ha kémen̄d tra éc’h eûz.
11. Hag énô az maginn (râg ann naounégez a badô c’hoaz pemp ploaz), gan̄d aoun na zeûjez da zizéria, té ha da holl dûd, ha kémen̄d tra éc’h eûz.
12. Chétu hô taoulagad ha daoulagad va breûr Ben̄jamin a wél pénaoz é komzann ouz-hoc’h gan̄t va génou va-unan.
13. Danévellit d’am zâd va holl c’hloar, ha kémen̄t hoc’h eûz gwélet enn Éjipt. Hastit, ha digasit hén̄ d’in.
14. En em deûrel a réaz Jozef out gouzoug Ben̄jamin hé vreûr, évid hé vriata, hag é wélaz ; ha Ben̄jamin a wélaz ivé war hé c’houzoug.
15. Poki a réaz ivé d’hé holl vreûdeûr, hag é wélaz war bép-hini anéz-hô : ha goudé-zé é krédchon̄t komza out-han̄.
16. Kémen̄t-sé a oé klevet ha diskuḻet é léz ar roué, hag é léverchon̄t : Breûdeûr Jozef a zô deûet. Ha Faraon en em laouénaaz, hag hé holl dûd gan̄t-han̄.
17. Hag hén̄ a lavaraz da Jozef rei ar gourc’hémenn-man̄ d’hé vreûdeûr : Sammit hoc’h ézen, hag îd da vrô Kanaan̄ ;
18. Ha digasit ac’hanô hô tâd hag hoc’h holl dûd, ha deûit d’am c’havout ; ha mé a rôi d’é-hoc’h holl vadou ann Éjipt, ha c’houi a zebrô mel ar vrô.
19. Gourc’hémenn ivé d’ézhô kémérout kirri eûz a vrô ann Éjipt, évit digas hô bugalé hag hô gragez, ha lavar d’ézhô : Digasit hô tad, ha deûit affô.
20. Ha na zigasit nétrâ eûz hoc’h arrébeûri, râg holl vadou ann Éjipt a vézô d’é-hoc’h.
21. Mipien Israel a réaz ével ma oé gourc’hémennet d’ézhô, ha Jozef a lékéaz rei d’ézhô kirri, hervez gourc’hémenn Faraon, ha boéd évid ann hen̄t.
22. Gourc’hémenni a réaz ivé rei da bép-hini anézhô diou zaé : hôgen da Ven̄jamin é rôaz tri c’han̄t péz arc’han̄t ha pemp saé eûz ar ré gaera.
23. Kâs a réaz ivé kémen̄d all a arc’han̄t hag a zaéou d’hé dâd ; dég azen karget eûz a holl vadou ann Éjipt, ha kémen̄d all a azénézed a zougé éd ha bara évid ann hen̄t.
24. Kâs a réaz éta hé vreûdeûr kuît, ha p’az éjon̄t enn hen̄t é lavaraz d’éz-hô : Na vuanékait két enn hen̄t.
25. Mon̄d a réjon̄d éta eûz ann Éjipt, hag é teûjon̄d da vrô Ganaan, étrezé Jakob hô zâd ;
26. Hag é tanévelchon̄t kémen̄t-man̄ d’ézhan̄, ô lavarout : Jozef da vâb a zô béô : mestr eo war holl vrô ann Éjipt. Pa glevaz Jakob kémen̄t-sé, é tihunaz ével eûz a eur c’housk kalet, ha koulskoudé na grédé két d’ézhô.
27. Enn énep hî a zanévellé d’ézhan̄ pép-trâ diouc’h reiz. Ha pa wélaz Jakob ar c’hirri, ha kémen̄d a zigasé Jozef d’ézhan̄, é tiabafaz,
28. Hag é lavaraz : A-walc’h eo d’in mar-d-eo c’hoaz béô va mâb Jozef ; mon̄d a rinn hag é wélinn anézhan̄ ken̄t ma varvinn.
1. Israel éta en em lékéaz enn hen̄t, gan̄t kémen̄d en dôa, hag a zeûaz da bun̄s ann Touadel ; hag ô véza lazet énô loéned da Zoué hé dâd Izaak,