2. É klevaz anézhân̄ enn eur wélédigez é-pâd ann nôz, hag a lavaré d’ézhan̄ : Jakob, Jakob. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé ama.
3. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo Doué kré-meûrbéd da dâd, n’az péz kéd a aoun ; diskenn d’ann Éjipt, râg énô az likiinn da benn da eur bobl vrâz.
4. Gan-éz é tiskenninn dî, ha pa zistrôi az tigasinn ac’hanô : Jozef ivé a lakai hé zaouarn war da zaoulagad.
5. Hôgen Jakob a zavaz eûz a dâl pun̄s ann Touadel : hag hé vipien a gasaz anézhan̄ gan̄d hô bugalé hag hô gragez er c’hirri en dôa digaset Faraon évid dougen ann dén kôz,
6. Ha kémen̄t trâ a oa d’ézhan̄ é brô Kanaan ; hag hén̄ a zeûaz d’ann Éjipt gan̄d hé holl wenn,
7. Hé vipien, hé vugalé vihan, hé verc’hed, ha kémen̄d a oa ganet anézhan̄.
8. Hôgen chétu hanvou mipien Israel, péré a iéaz ébarz ann Éjipt, pa zeûaz dî gan̄d hé holl vugalé : Ruben hé gen̄ta-ganet.
9. Mipien Ruben : Hénoc’h, ha Fallu, hag Hesron, ha Charmi.
10. Mipien Siméon : Jamuel, ha Jamin, hag Ahod, ha Jachin, ha Sohar, ha Saul, mâb eur Gananéadez.
11. Mipien Lévi : Gerson, ha Kaat, ha Mérari.
12. Mipien Judas : Her, hag Onan, ha Séla, ha Farez, ha Zara. Hôgen Her hag Onan a varvaz é brô Kanaan. Ha mipien Fares a oé Hesron hag Hamul.
13. Mipien Isakar : Tola, ha Fua, ha Job, ha Semron.
14. Mipien Zabulon : Sared hag Élon, ha Jahélel.
15. Ar ré-zé eo mipien Lia, é dôé é Mézopotamia ar Siried, gan̄d Dina, hé merc’h. Hé mipien hag hé merc’hed a oa enn-holl trî ha trégon̄t.
16. Mipien Gâd : Séfion, hag Haggi, ha Suni, hag Ésébon, hag Heri, hag Arodi, hag Aréli.
17. Mipien Aser : Jamna, ha Jésua, ha Jésui, ha Béria, ha Sara hô c’hoar. Mipien Béria : Héber ha Melkiel.
18. Ar ré-zé eo mipien Zelfa, en deûz rôet Laban da Lia hé verc’h ; eûz a Jakob é oan̄t ganet ivé, ha c’houézek dén é oan̄t.
19. Mipien Rachel, grég Jakob : Jozef, ha Ben̄jamin.
20. Jozef en dôé daou vâb é brô ann Éjipt, a c’hanaz d’ézhan̄ Asénet, merc’h Putifar, bélek Héliopolis : Manasé hag Efraim.
21. Mipien Ben̄jamin : Béla, ha Békor, hag Asbel, ha Géra, ha Naaman, hag Éki, ha Ros, ha Mofin, hag Ofim, hag Ared.
22. Ar ré-zé eo mipien Rachel, ganet eûz a Jakob ; pévarzék dén enn holl.
23. Mipien Dan : Husim.
24. Mipien Neftali : Jasiel, ha Guni, ha Jéser, ha Sallem.
25. Ar ré-zé eo mipien Bala, en deûz rôet Laban da Rachel, hé verc’h : eûz a Jakob é oan̄t ganet, seiz dén enn holl.
26. Ar ré holl a oa deûet d’ann Éjipt gan̄t Jakob, hag a oa ganet anézhan̄, hép nivéri gragez hé vipien, a ioa c’houéac’h dén ha tri-ugen̄t.
27. Ha mipien Jozef, péré a zô bét ganet é brô ann Éjipt : daou zén. Evel-sé ann dûd holl eûz a dî Jakob péré a zeûaz d’ann Éjipt, a oé eûz a zég ha tri-ugen̄t.
28. Hôgen Jakob a gasaz Judas enn hé raok étrézé Jozef évit rei da anaout d’ézhan̄ éc’h arrué, ha ma’z ajé war hé arbenn é douar Jésen. (T).
29. Pa oé deûet Jakob dî, Jozef a lékéaz sterna ar c’hézek oud hé garr, hag a iéaz war hé arbenn bétég énô ; ha pa her gwélaz, é lammaz d’hé c’houzoug, hag é vriataaz anézhan̄ enn eur wéla.
30. Ha Jakob a lavaraz da Jozef : Bréma é varvinn laouen pa em eûz gwélet ac’hanod, ha p’az lézann béô war va lerc’h.
31. Neûzé Jozef a lavaraz d’hé vreûdeûr, ha da holl dûd hé dâd : Mon̄d a rann da rei da anaout kémen̄t-man̄ da Faraon, hag é livirinn d’ézhan̄ : Va breûdeûr, ha tûd va zâd, péré a choumé é brô Kaoaan, a zô deûet d’am c’havout.
32. Mésérien dén̄ved in̄t, hag hî a