mâb, a hanvaz Jersam ô lavarout : Diavésiad ounn bét enn eur vrô a-ziavéaz. Eur mâb all a c’hanaz, hag a hanvaz Éliézer, ô lavarout : Doué, va zâd ha va skoazel, en deûz va zennet eûz a zaouarn Faraon.
23. Pell amzer goudé é varvaz roué ann Éjipt : ha mipien Israel ô keina dindân hô labour, en em lékéaz da c’harmi hag ar garmou a réan̄t enn abek d’hô labour a zavaz bété Doué.
24. Ha Doué a glevaz hô c’heinvanou ; hag é teûaz koun d’ézhan̄ eûz ar gévrédigez en dôa gréat gan̄d Abrabam, Izaak ha Jakob.
25. Hag ann Aotrou a zellaz out mipien Israel, hag éc’h anavézaz anézhô.
1. Hôgen Moizez a vesé dén̄ved Jétro hé dâd-kaer, bélek Madian ; hag ô véza kaset hé dropel é-kreiz ann distrô, é teûaz étrézé ménez Doué, hanvet Horeb.
2. Hag ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ enn eur flamm dân a zavé eûz a greiz eur vôden ; hag hén̄ a wélé ar vôden ô leski, hép peûr-zevi.
3. Ha Moizez a lavaraz : Mon̄d a rann da wélout ar wélédigez vrâz-zé, ha pérâk ar vôden-zé na beûr-zev két.
4. Hôgen ann Aotrou oc’h hé wélout ô ton̄d da zellout, a c’halvaz anézhan̄ eûz a greiz ar vôden, hag a lavaraz : Moizez, Moizez. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé aman̄.
5. Ha Doué a lavaraz : Na dôsta kéd aman̄ : tenn da voutou eûz da dreid ; râg al léach é péhini émoud a zô eunn douar san̄tel.
6. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Mé eo Doué da dâd, Doué Abrabam, Doué Izaak, ha Doué Jakob. Moizez a guzaz hé zremm : râk na grédé két sellout ouc’h Doué.
7. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Gwélet em eûz glac’har va fobl a zô enn Éjipt, ha klevet em eûz hé c’harm enn abek da grisder ar ré a zô é penn al labouriou ;
8. Hag ô c’houzout péger brâz eo hé c’hlac’har, ounn diskennet évid hé denna eûz a zaouarn ann Éjiptianed, hag hé denna eûz ann douar-man̄ évid hé lakaad enn eunn douar mâd hag éc’hon, enn eunn douar é péhini é réd ével steriou al léaz hag ar mél, é brôiou ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézééd, hag ann Hévéed, hag ar Jébozéed.
9. Garm mipien Israel a zô deûed éta béteg enn-oun ; ha gwélet em eûz ar c’hlac’har gan̄t péhini in̄t gwasket gan̄t ann Éjiptianed.
10. Hôgen deûz, ha mé az kasô étrézé Faraon, évit ma tigasi va fobl, mipien Israel, eûz ann Éjipt.
11. Ha Moizez a lavaraz da Zoué : Piou ounn-mé évit mon̄d étrézé Faraon, hag évid digas bugalé Israel eûz ann Ejipt ?
12. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a vézô gan-éz ; ha chétu ann arouéz éz pézô pénaoz em eûz da gaset. P’az pézô tennet va fobl eûz ann Éjipt, é rî eur sakrifiz da Zoué war ar ménez-man̄.
13. Ha Moizez a lavaraz da Zoué : Chétu éz inn étrézé bugalé Israel, hag é livirinn d’ézhô : Doué hô tadou en deûz va digaset étrézég enn-hoc’h. Ma lévéron̄t d’in : Pé hanô ef-hén̄ ? Pétrâ a livirinn-mé ?
14. Ha Doué a lavaraz da Voizez : Mé eo ann hini a zô. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Kémen̄t-man̄ a liviri da vugalé lsrael : Ann hini a zô, en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h.
15. Ha Doué a lavaraz c’hoaz da Voizez : Ann dra-man̄ a léverrot da vugalé Israel : Ann Aotrou, Doué hô tadou, Doué Abraham, Doué Izaak, ha Doué Jakob en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h. Hen-nez eo va hanô a viskoaz, dré-z-han̄ é vézinn anavézet a-wenn-é-wenn.
16. Kéa, ha dastum ar ré gôz eûz a Israel, ha lavar d’ézhô : Ann Aotrou, Doué hô tadou, Doué Abrabam, Doué Izaak, ha Doué Jakob a zô en em zis-