Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
HISTORIK.

hag hô derc’hel héd hô buez. Ar ré a zô desket a dlé béza kased d’ann Eskop ; râk n’eûz néméthan a gémend en défé ar galloud da c’houzoumenni ; astenna a ra hé zaouarn war-n-ézhô, enn eur bidi ar Spéred-Santel ; goudé é verk war hô zâl sîn ar groaz gand al lardérez eûz ann ôléô sakr gréat gand éôl ha gant balzam. Ar Sakramant-zé hol laka da véza gwir gristenien, évit na zeûimp kéd da rusia eûz a groaz Jézuz-Krist, évit ma énébimp gânt kaloun oud ar gwall-ioulou, ha ma vézimp é-tâl da c’houzanvi évid Doué. Évid diskouéza kément-sé eo é skô ann Eskop war bôc’h ar ré a c’houzoumenn. Na rôeur ar Gouzoumen néméd eur wéach, ken-nébeûd hag ar vadisiant.

Goulenn. Peûr é tléeur rei d’ar vugalé ar Gouzoumen. Lavar. Pa ind desked a-walc’h. G. Piou a dlé hô deski. L. Ann tadou hag ar mammou a dlé hé ôber. G. Ha pétrâ a dlé ôber ar vugalé. L. Sélaoui ervâd ar c’hentéliou hag hô derc’hel mâd. G. Piou en deûz ar galloud da c’houzoumenni. L. Ann Eskob hép-kén. G. Pénaoz é ra. L. Astenna a ra hé zaouarn enn eur bidi ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a ra c’hoaz. L. Ober a ra sîn ar groaz war ann tâl, gand ann ôléô sakr. G. Pétrâ eo da lavarout kément-sé. L. Pénaoz dré ar Sakramant-zé é tigéméromb ar Spéred-Santel évit bézâ gwir Gristenien. G. Pénaoz é vézeur gwîr Gristenien. L. Pa énébeur oud ar gwall-ioulou, ha pa c'houzanveur pép-trâ évit Jézuz-Krist. G. Ha béz