Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





KENT-SKRID.


————


Na helleur két béza Kristen mâd, mar d-eur diwiziek enn-holl-d’ann-holl, hag hen-nez eo ar gwella Kristen, péhini a anavez gwelloc’h hag a vîr gwelloc’h lézen Doué. Hôgen, pétrâ-bennâg ma helleur hé anaout héb hé heûlia, na helleur heûlia néméd ar péz a anavézeur anézhi.

Pétrâ-bennâg ma prézégeur aliez, ha ma éz eûz levriou a-walc’h péré a gomz diwar-benn ann holl gévrennou eûz al Lézen-Gristen, koulskoudé é helleur da lavarout pénaoz n’eûz két kalz a wiziégez é-touez ar Gristenien. Er prézégennou na gomzeur néméd diwar-benn eunn abek-bennâg a-zevri, hervez ar goél, pé ann aviel, pé hervez ioul ar prézéger. Dibaot eo ma tisklerieur enn-hô ar c’henta genteliou, hag ann darvoudou pêré a zô ann diazez eûz ann holl zeskadurésiou : komza a réeur enn-hô diwar-benn ann danévellou a gaveur er skritur sakr, é-c’hiz eûz a draou anavézet gand ann holl. Ével-sé é kaveur dré-holl tûd vâd, péré a zarempréd ann ilizou abaoé daou pé tri-ugent vloaz, péré a zô akétuz enn ovisou hag er prézégennou, ha na ouzont két koulskoudé ar c’hentéliou kenta eûz al Lézen-Gristen.