Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
KATÉKÎZ

é helleur digémérout meûr a wéach ar Gouzoumen. L. Nann, na zigéméreur ar Gouzoumen néméd eur wéach.




TRÉDÉ GENTEL WAR-N-UGENT
Eûz a Zakramant ann Aoter.

Sakramant ann Aoter eo ar c’horf hag ar gwâd eûz a Jézuz-Krist, a rô d’é-omp dindân ar spésou pé ann doaréou a vara hag a wîn évit magadurez d’hon énéou. Ar Sakramant-zé a zô sakret ha lôdennet é sakrifiz santel ann oféren, péhini eo ar skeûden eûz a sakrifiz ar groaz, dré béhini Jézuz-Krist a zô en em ginniget eur wéach d’hé Dâd évit péc’héjou ann dûd holl. Holl zakrifisou al lézen gôz a ioa ar skeûdennou eûz a hini ar groaz ; hag ann oféren a lévéromp, hervez kélénadurez Jézuz-Krist, a zeû da névézi bemdéz ar c’houn eûz ar sakrifiz brâz-zé, hag a rô d’é-omp ann ners anézhan. Ar bélek a zanével pénaoz Jézuz-Krist a réaz ar Sakramant-zé derc’hent hé c’hloasiou, hag a aslavar hé c’heriou hé-unan, dré béré ar bara hag ar gwin a zo kemmet râk-tâl enn hé gorf hag enn hé wâd, hép ma wéleur enn-diavéaz nétrâ eûz ar c’hemmadur, péhini na anavézomp néméd dré ar feiz. Évél-sé, pétrâ-bennâg na wélomp némét bara ha gwîn ével kent, é krédomp stard koulskoudé pénaoz éma Jézuz-Krist