Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
HISTORIK.

enn-hô enn eunn doaré burzuduz ; enn hévélep doaré éma enn-holl-d’ann-holl dindân pép-hini eûz ar spésou, ha dindân pép lôden, ével dindân ann holl ; héb béza rannet na muiet, hag héb éhana da véza enn Énv.

Goulenn. Pétrâ eo Sakramant ann Aoter. Lavar. Ar c’horf hag ar gwâd eo eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist, dindân ar spésou eûz ar bara hag eûz ar gwîn. G. Pérâg ef-hén rôed ével-sé d’é-omp.L. Évit béza magadurez d’hon énéou. G. Péléac’h eo gréad ar burzud-zé. L. É sakrifiz ann oféren. G. Pétrâ eo ann oféren. L. Ar skeûden eo eûz a zakrifiz ar groaz. G. Pé vurzud a c’hoarvez enn-hi. L. É teû ar bara hag ar gwîn da véza kemmet er c’horf hag er gwâd Jézuz-Krist. G. Pénaoz é véz gréad ar c’hemmadur-zé. L. Dré c’heriou Jézuz-Krist a lavar ar bélek. G. Hôgen gwéloud a réomp bépréd ar bara hag ar gwin ével kent. L. Ia, râg ar spésou a choum enn-hô. G. Pénaoz éta éc’h anavézomp-ni éma Jézuz-Krist enn-hô. L. Dré ar feiz, ô véza ma en deûz hé lavaret.




PEVARÉ GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Goumunion.

Na helleur két béva hép dibri, na béza iac’h hép dibri alies. Ével-sé na helleur két kaoud ar vuez spéréduz, péhini eo ar c’hrâs, hép digéméroud a-wéchou ann Eûkaristia santel ; seûl-vui ma