Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
KATÉKÎZ

ann aluzen hag ann ôberiou-mâd. G. Pétrâ eo ar Purgator. L. Ar boan eo eûz ar ré a zô marô karget é-kénver Doué eûz a eunn dlé-bennag. G. Pétrâ eo ann dléou-zé. L. Péc’héjou vénial pé dilerc’hiou dic’haouou. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni hô fréalzi. L. O pidi évit-hô. G. Pétrâ eo ann induljansou. L. Eur c’hrâs a ra ann Iliz d’é-omp évid derc’hel léac’h eûz a ziouer ann dic’haouou.




SEIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Nouen.

Ann Nouen a rô d’ar ré-glanv ar c’hrâs da vervel ervâd. Lémél a ra ar béc’héjou vénial, ha paréa a ra ann éné eûz ar fillidigez a choum eûz ar béc’héjou all, évit-hô da véza dislolet. Krévaad a ra ann dén-klanv a-énep ar gwall-ioulou, péré a zô tennoc’h, pa eur daré da vervel, hag é hell zô-kén rei ar iec’hed d’ar c’horf, mar d-eo mâd évid ann dén-klanv. Ar Véleien eo a rô ar Sakramant-zé, gand éôl benniget évit-sé gand ann Eskop. Seiz lardérez a réeur ; pemp évid ar pemp skiant ; war ann diskouarn, war ann difron ; war ar génou, war ann daouarn ; unan war ar groazel pé war boull ar galoun, évid ann droug-ioul ; unan war ann treid : ha da bép lardérez, ar Bélek a béd Doué da zisteûrel d’ann dén-klanv ar béc’héjou eu deûz gréad dré bép kévren eûz hé gorf. Réd