Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
HISTORIK

eo d’ann dén-klanv béza é stâd a c’hrâs évid ôber hé c’hounid eûz ar Sakrâmant-zé ; ha mâd eo é tigémerché anézhan gand anaoudégez, pétrâ-bennâg na rôeur anézhan néméd d’ar ré-glanv, ha pa ind daré da vervel.

Goulenn. Pétrâ eo ar c’hrâs a zalc’h oud ann Nouen. Lavar. Ar c’hrâs da vervel ervâd. G. Pé béc’héjou a lam. L. Ar béc’héjou vénial hag ann dilerc’h eûz ar béc’héjou all. G. Piou a rô ar Sakramant-zé. L. Ar Véleien. G. Da biou é tléeur hé rei. L. D’ar ré-glanv a zô daré da vervel. G. Ha béz’ é tléeur gortozi é vent toc’hor. L. Nann, évit ma vézô gwelloc’h reizet ann dén-klanv. G. Pérag é réeur meûr a lardérez L. Évit merka ar béc’héjou gréat gand ar c’hévrennou dishénvel eûz ar c’horf. G. Gant pétrâ é réeur al lardérézou-zé. L. Gand éôl benniget gand ann Eskop.




EIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Urs.

Sakramant ann Urs a rô d’ann Iliz ôbérourien hollek ha tadou spéréduz a zô lékéad é léac’h ann Ébestel ha Diskibled Jézuz-Krist, évit kenderc’hel ôber Doué bété divez ar c’hantvéjou. Ar c’hrâs eûz ar Sakramant-zé na zantéla két hép-kén ar ré a zigémer anézhan, rei a ra c’hoaz d’ézhô ar gal-