Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
KATÉKÎZ

É c’houéac’h dervez en deûz hé c’hréat. Ar c’henta dervez en deûz kroued ann énv hag ann douar, ha goudé ar goulou ; ann eil dervez é krouaz ann énv-stérédet, a c’halvaz ann énv ; ann trédé dervez é rannaz ann dour diouc’h ann douar, hag é réaz d’ann douar lakaad da zével ann holl louzou ; ar pévaré é krouaz ann héol, al loar hag ar stéred ; ar pempved é réaz al laboused enn éar hag ar pesked er môr ; ar c’houec’hved é réaz al loéned zouarek hag é toaréaz ann dén diouc’h hé hévélédigez, ha Doué a arzaôaz ar seizved dervez. Évid ôber ann dén, é réaz da genta hé gorf gand douar, goudé é lékéaz enn-han eunn éné gréad diouc’h hé skeûden. Ann dén a zô skeûden Zoué, dré ma hell anaoud Doué hag hé garout, hag évit sé eo bét gréat gand Doué. Ar c’henta goaz a oé hanvet Adam. Doué a rôaz d’ézhan da eil ar vaouez péhini a réaz gand unan eûz hé gôstou, évit ma teûjé d’hé c’haroud ével eul lôden anézhan hé-unan : dré-zé é rôaz penn d’ar briédélez. Ar genta vaouez a oé hanvet Éva. Doué a lékéaz Adam hag Éva er baradoz zouarek, péhini a ioa eul liors dudiuz brâz, é péhini é vévend euruz. Ar galloud hô doa da zibri eûz ann holl frouésiou, néméd eûz a frouez gwézen ar wiziégez ar mâd hag ann drouk, péhini a ioa berzed out-hô gand Doué. Noaz-béô oant, hép kaout méz eûz a gément-sé, dré ma oant hép drougiez ; na c’houzanvent poan é-béd, ha na dlient két mervel. Doué en doa ivé krouet spéréjou glân, péré eo ann Éled.