Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
KATÉKÎZ

hag hô lakaad a réaz da zond enn Éjipt gand hô holl dud. G. Pétrâ a c’hoarvézaz enn Éjipt da vugalé Israel. L. Pobla a réjond énô meûrbéd. G Pétrâ a réaz d’ézhô roué ann Éjipt. L. Felloud a réaz d’ézhan hô lakaad da vervel. G. Piou a gen-nerzaz anézhô. L. Doué. G. Piou a gasas-hén évid hô dieûbi. L. Moizez. G. Pétra a réaz Moizez. L. Burzudou brâz évit rédia Faraon da zenti ouc’h Doué. G. Pétrâ eo ar Pask. L. Eunn oan a oé lazed ha debred enn nôz eûz hô dieub. G. Pétrâ a oé gréat gand hé wâd. L. Merked é oé gant-han tiez ann Israélited. G. Pé arouéz é oa dieûb ann Israélited. L. É teûjé Doué eunn deiz da zond da ziéréa ann holl dud eûz a sklavérez ann diaoul.




C’HOUEC’HVED GENTEL.
Eûz ann Ergerz enn distrô, hag eûz al Lézen skrivet.

Doué ô véza dieûbed ann Israélited eûz a sklavérez ann Éjipt, hô c’hasaz é douar Kanaan, hervez ar gér en doa rôed d’hô zadou. Burzudou brâz a réaz enn Ergerz-zé. Hô lakaad a réaz da dreûzi ar môr rûz hép glibia hô zreid, évid hô diwalloud diouc’h Faraon péhini a rédé war hô lerc’h. Hô c’hâs a réaz dré eunn distrô brâz, é péléac’h é vagaz anézhô é-pâd daougent vloaz, gand ar mân a lékéa da gouéza eûz ann énv : lakaad a réaz ivé dilammoud dour eûz a eur roc’h évit-hô. É