Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
HISTORIK.

penn kenta ann Ergerz éc’h arrujont war ménez Sinai, é péléac’h Doué a rôaz d’ézhô hé lézen, ann hanter-kantved dervez goudé ar Pask. Gwéloud a réjond ar ménez entaned holl ha gôlôet gand eur goabren stank, eûz a béhini é tilammé luc’hed, kurunou hag eunn trouz hénvel ouc’h trompilou, hag é klevjond eur vouéz a lavaraz : mé eo ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da denned eûz a sklavérez ann Éjipt. i.N’az pézô kéd douéou all dira-z-oun. Na rî kéd a idol na skeûden é-béd évid hé azeûli. 2. Na géméri kéd hanô ann Aotrou da Zoué enn-aner. 3. Na ankounac’ha két lida dervez ar sabbat, da lavaroud eo, paouez ar seizved dervez. 4. Énor da dâd ha da vamm, évit ma vévi pell-amzer enn douar gwéstlet. 5. Na lazi két. 6. Na gouézi kéd é avoultriez. 7. Na laéri két. 8. Na zougi kéd a desténi é-gaou a-énep da nesa. 9. Na c’hoantai két grék da nesa. 10. Na c’hoantai két madou da nesa. Doué a rôaz ann dég gourc’hémenn-zé skrived war ziou daolen méan. Na ioa war-n-ézhô tôst-da-vâd néméd al lézen natur : ha Doué a fellaz d’ézhan hé rei dré skrîd, dré ma teûed d’hé ankounac’haat, kémend é oa brâz drougiez ann dûd.

Goulenn. Péléac’h éz éaz ann Israélited goudé ma oand éad er-méaz eûz ann Éjipt. Lavar É douar Kanaan é-léac’h m’hô c’hasaz Doué. G. Pérâg é kasaz-hén anézhô dî. L. Évit sévéni hé c’hér. G. Pénaoz é trémeojont-hi ar môr rûz. L. Doué