Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
KATÉKÎZ

bobl Israel, hôgen ivé war ann holl boblou eûz ann douar ; pénaoz ar Salver-zé a vijé mâb da Zoué ha mâb da Zavid war eunn drô ; é vijé disprijed hag heskinet gand ann dud ; hôgen goudé é lakajé ann holl boblou da anaoud a nevez ar gwir Zoué ha d’hé zervicha. Abaoé neûzé, ann Israélited a hanvaz ar Salver a c’hortozent, ar Roué mâb David, é c’hîz all ar Mesî pé ar C’hrist.

Goulenn. Pénaoz é oé réned ann Israélited goudé ma oand éad é douar Kanaan. Lavar. Gand Barnerien, ha goudé gant Rouéed. G. Piou a oé ar c’henta Roué. L. Saul. G. Piou a oé ann eil. L. David. G A bé vreûriez édô. L. Eûz a vreûriez Juda. G. Péléac’h é choumé peûrliesa. L. War ménez Sion, er géar a Jéruzalem. G. Péléac’h é lékéaz dougen ann arc’h a gévrédigez. L. Énô enn-deeun, é Sion. G. Pétrâ a ziouganaz Doué d'ézhan. L. Pénaoz hé nested a rénjé da vikenn war bobl Doué. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Ê teûjé ar Salver eûz hé wenn. G. Pétrâ eo ar C’hrist pé ar Mesî. L. Ar Salver-zé hé-unan eo. G. Pétrâ eo da lavaroud ann hanô-zé a Grist. L. Eôliet pé sakret. G. Pérâk-zé. L. Dré ma oé sakred David hag ar Rouéed all gand éôl-sakr.




DÉKVED GENTEL.
Eûz a Chism Samari.

Salomon a zeûaz da roué goudé David hé dâd, hag a oé skeûden ar Mesî enn hé c’hloar, ével