Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
KATÉKÎZ

vâd hag el lévénez. G. Ha n’en doé nétrâ a welloc’h. L. Ia, ar furnez en doé. G. Pé dî a zavaz-hén. L. Iliz-vraz Jéruzalem. G. Ha né oa kéd ilizou all é péré é oa énored Doué. L. Nann, né oa néméd eunn iliz hag eunn aoter hép-kén. G. Pérâg-zé. L. Évid diskouéza pénaoz n’eûz néméd eunn Doué hag eur gréden-vâd. G. Ha fûr é oé Salomon bétég ann divez. L. Nann, en em zaotra a réaz o karout ré ar merc’hed. G. Pétrâ a c’hoarvézaz goudé hé varô. L. Hé rouantélez a oé rannet. G. Pétrâ a joumaz d’hé vâb Salomon. L. Diou vreûriez, Juda ha Benjamin. G. Piou a oé roué enn dég all. L. Jéroboam. G. Pétrâ a réas-hén évit krévaad hé rouantélez. L. Eur Chism a réaz. G. Pétrâ eo Chism. L. Eur rann enn iliz. G. Péléac’h é choumaz ar gwir iliz. L. É Jéruzalem. G. Péhini é oé penn-kéar rouanlélez Israel hag ann iliz faoz. L. Samari.




UNNÉKVED GENTEL.
Eûz ar Broféded.

Holl Rouéed Israel a oé droug hag idolatred : é-touez Rouéed Juda é oé ivé meûr a hini ker fall ; ha Doué a gasaz d’ann eil ha d’égilé kalz Proféded évid hô lakaad da zistrei d’hé zervich. Gervel a réeur Proféded kémend ré da béré en deûz Doué rôed hé spéred, ha diskleried ann traou kuzet, hag ar spéred-zé a Zoué, péhini en deûz