Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
KATÉKÎZ

kérentiez hag hî, da lavaroud eo eûz a vreûriez Juda, hag eûz a wenn David. Ann Éal Gabriel a oé kased da Vari a berz Doué, évid diskleria d’ézhi pénaoz é vijé mamm d’ar C’hrist ; hag hî a aotréaz kément-sé, goudé m’en doé ann Éal touet d’ézhi pénaoz é choumjé gwerc’hez, hag é vijé mamm dré ann ôber eûz ar Spéred-Santel. Neûzé Mâb Doué, ar Gér, péhini a ioa Doué er penn-kenta, hag a ioa Doué ével hé Dâd, en em c'hréaz kîk, da lavaroud eo, é teûaz dén ével-d-omp, ô kéméroud évit-gwîr eur c’horf hag eunn éné é kôv ar Werc’hez Santel. Jozef ha Mari a oé réd d’ézhô mond da Vétléem, kéar eûz a Judéa, ha choum enn eur c’hraou ; hag énô eo é oé ganet ar bugel santel, a oé trô-drouc’het a benn eiz téz, hag hanvet Jézuz, da lavaroud eo Salver. Nébeûd amzer goudé, Majed, da lavaroud eo, tûd gwiziek, a zeûaz eûz ar saô-héol évid hé azeûli ; hag é kinnigjond d’ézhan aour, mirr hag ézans. Ével ma lavarent pénaoz é teûend da azeûli Roué ar Iuzevien, Hérodez a oé spountet gant kément-sé, hag a lékéaz laza ann Holl vugalé war drô da Vétléem. Hôgen Sant Jozef a gasaz Jézuz enn Éjipt gand hé vamm, hag é choumjond énô bété ma oé marô Hérodez ; goudé-zé é tistrôjond da Nazaret, é péléac’h Jézuz a vévaz dianaf, bétég ann oad a drégont vloaz, pé war-drô, é douj hé vamm ha Sant Jozef a grédet hé dâd, hag ô laboura gant-han d’ar gilvizérez.