Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
HISTORIK.

Iliz. Hen-nez a oé ar c’henta Merzer, da lavaroud eo, ar c’henta péhini a c’houzanvaz ar marô é testéni eûz a gélennadurez Jézuz-Krist. Neûzé ar Zamaritaned chismatik a zigéméraz gér Doué ; kalz anézhô a zistrôâz out-han hag a oé badézet ; hag ann Ébestel a zeûaz da lakaad hô daouarn war-n-ezhô, évit ma teujé ar Spéred-Santel énn-hô, ô rei d’ézhô ével-se ar gouzoumen. Ar Jentiled nébeûd a amzer goudé a zéraouaz dond enn Iliz. Ar c’henta a oé eur c’habitan Roman hanvét Kornel péhini a anavézé araok neûzé ar gwir Zoué, a béde anézhan bépréd, hag a réa aluzennou brâz. Doué a c’hourc’hémennaz d’ézhan gand eunn Éal lakaat klask Sant Pér, péhini eûz hé dû a oe aliet dré atiz Doué na rajé kéd a énébiez évit mond dî ; ha pa oé deûet ha pa zeraouaz komza, kornel hag ar ré all strolled énô a zigéméraz ar Spéred-Santel ha galloud ann[sic] iézou. Sant Per râk-tâl a lékéaz hé vadézi, ha neûzé mister galvidigez ar Jentiled a zeraouaz béza sévénet. Dré-ze Doué gand hé vadélez hép kén en deûz galvet ar Baganed d’ar feiz ha da c’hrâs Jézuz-Krist, kerkouls hag ar Iuzevien ; hag ind deûed é léac’h ar Iuzevien diboell. Jézuz-Krist a c’halvaz a-zevri eunn trizékved Abostol, goudé ma oé pigned enn Énv évit laboura d’ann distrô eûz ar Jentiled, hag ann Abostol Sant Paol eo.

Goulenn. Piou a oé ar c’henta Merser. Lavar. Sant Stéfan. G. Pétrâ eo da lavarout Merzer. L. Da