Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
KATÉKÎZ

piou eo bét skrivet levriou ann Testamant nevez. L. Gand ann Ėbestel hag ann Aviélerien. G. Pérâg ef-hén réd d'é-omp kridi ar Skritur. L. Dré ma eo béd aliet gand ar Spéred-Santel. G. Ha réd eo ivé d’é-omp kridi ann Tradison. L. Ia, dré ma teû eûz ann hévélep vammen.




SEIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Zismantr Jéruzalem.

Kéar Jéruzalem ha Kouantélez ar Iuzevien a badaz c’hoaz eunn nébeûd amzer goudé embann ann Aviel, bété ma oé savet Iliz nevez ar Jentiled ; râg hini ann Israelited kôz a dlié béza ar c’héf hag ar c’hrisien eûz a hou-man. Enn-divéz, ann amzer a zeûaz, é péhini Jéruzalem a dlié béza dismantret, hervez diougan Jézuz-Krist. Ar Iuzevien a zispac’haz oud ar Romaned. Béz é oé eur brézel kriz meûrbéd. Jéruzalem a oé grounnet hag ann naounégez a oé kér braz, ma en em gavaz mammou péré a zebraz hô bugalé hô-unan. Er grounnadur-zé hép-kén, é varvaz unnék kant mil dén. Kéméret ha dismantret é oé kéar gant Tituz, mâb ann Impalaer Vespazien, hag ann templ a oé devet. Doué a wanaz er c’hîz-zé ar géar fallagr-zé, é péhini é oa bét skulet gwâd ken aliez a Broféded ha dreist-holl hini Jézuz-Krist, hé Roué hag hé Salver. Ar Iuzevien péré né oa két felled d’ézhô hô anaout évid hô Daspréner, a zeûaz da