Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
KATÉKÎZ

Ann Iliz a oé c’hoaz Heskinet é-pâd trî c’hant vloaz, hag é oé eul lôd diniver a verzerien a bép reiz hag a béb oad. Ar Gristenien évit-hô na réant némét vâd d’ann holl, a oa kaséet gand ann holl, dré ma argarzent ann idolatri hag ann holl wallou a réné é-touez ar Baganed. Ann Impalaéred hag ar pennou-brô a lékéaz hô striv meur a wéach évid hô laza holl. Hô c’hâs a réed er-méaz eûz ar vrô ; hô madou a lamed digant-hô ; é prizoun hô lékéed ; hô laza a réed ; hôgen na zoujent kéd ar marô ; dré-zé é lékéed anézhô da c’houzanvi ar c’hastizou ar ré grisa ; gant marc’hou-koad ha poléou évid hô astenna ; gant biziad houarn évid hô dispenna ; gant tân ; gant grilou, gand éôl berô, gant ploum teûzet. Lôd a oa lékéat dirâk loéned férô évit béza lounket, lôd all a oa kignet, divouzellet, daou-heskennet. Hô daouarn a drouc’hed dézhô, hô dent, hô daou-lagad, hô ivinou a ziframmed. Ar ré a c’houzanvé gant kendalc'h bétég ar marô a oa hanvet Merzerien, ével Sant Lorans, Sant Visant Sant-Sébastien ; Santez Agnez, Santez Apollina, ha kalz ré all. Ann dud léal en em strollé war hô bésiou évit meûli Doué hag en em erbédi d’hô fédennou.

Goulenn. Pénaoz é varvaz ann Ébestel hag hô diskibled kenta. Lavar. Ann Darn-vuia anézhô a oé merzeriet. G. Pégeid é padaz ann Heskinou a-éneb ar Gristenien. L. Trî c’hant-vloaz. G. Pé zroug a réant évit béza kaséed enn doaré-zé. L. Na réant némét vâd. G. Pérâg éta é oant-hi kaséet. L. Dré