Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
HISTORIK.

ma tamallent ann idolalri ha gwallou ar Baganed. G. Pétrâ a réed d’ézhô. L. Hô madou a géméred ; d’ar marô hô c’hased. G. Ha né oa kéd a-walc’h hô c’hâs d’ar marô. L. Nann, râg ar marô a zisprijent. G. Livirid hiniennou eûz hô c’hastizou. L. Hô astenna a réed war varc’hou koad ; hô dispenna a réed gant bégou houarn ; hô lakaad a réed da rôsta ; hô dent a ziframmed diout-hô. G. Pé énor a réa ar Gristenien d’ar Verzerien. L. En em strolla a réant war hô bésiou évit meûli Doué hag évid hô fidi.




NAVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Frankiz ann Iliz hag eûz ar Vénec’h.

Seûl-vui ma lazed a Gristenien, seûl-vui é kreské ann niver anézhô ; ha koulskoudé biskoaz na glaskchont en em zifenni dré ann ners a éneb ar Brinsed péré a réa kémend a zrouk d’ézhô. Enn-divéz goudé tri-c’hant vloaz a boaniou, Doué a rôaz peoc’h d’hé Iliz, dindân rén ann Impalaer Konstantin, péhini en em c’hréaz Kristen. Neûzé ar Gristenien a zéraouaz servicha Doué gant pép Frankiz ; hôgen enn hévéleb amzer, furnez aon darn-vuia anézhô a zéraouaz en em laoskaat. Meûr a hini en em roé évit béza Kristenien, hép disprijoud ar blijaduriou hag ar madou, hag héb béza é gortoz eûz ann Énv. Ével-sé ar ré a fellé d’ézhô