Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
KATÉKÎZ

hor skiantou. G. Pénaoz éta é hellomp-ni ôber ôbériou mâd. L. Dré c’hrâs Doué ha dré rô ar Spéred-Santel.




SEIZVED GENTEL.
Eûz ann Iliz.

Ann Iliz eo ar stroll eûz ann dud léal, da lavaroud eo, eûz ar ré a zervich Doué hervez ar wîr lézen péhini en deûz desket hé-unan. Ann Iliz a zô unan, katolik hag abostolik. Unan eo, ô véza ma eo eur strollad reizet mâd, eur c’horf eûz a béhini Jézuz-Krist eo ar penn. Na hell két éta béza rannet ; ar ré en em rann diout-hi, é-c’hîz ann hérétiked hag ar chismatiked, a choum er-méaz ; hôgen na réont kéd eunn Iliz all. Ével eur bréac’h pé eunn ézel all eo péhini a zô rannet eûz ar penn. Ann hérétiked eo ar ré a zesk eur gélénadurez ha né kéd hini ann Iliz ; ar chismatiked eo ar ré a fell d’ézhô ôber eur c’horf a dû. Ann Iliz a zô santel dré hé c’hélénadurez ; dré hé sakramanchou, dré hé fenn, péhini eo Jézuz-Krist, ha dré galz eûz hé memprou ; rak n’int két santel holl ; ann Iliz é deûz enn hé mesk war ann douar eunn niver brâz a dûd fall, hag er varn zivéza eo é vézô gréad ar rann anézhô. Ann Iliz a zô katolik, da lavaroud eo, hollek, ô véza ma eo skignet dré ann holl amzeriou ha dré ann holl lec’hiou.